Selon la direction du vent qui l'a fait naître, un courant de dérive peut provoquer à la côte soit un afflux d'eau soit un reflux.
Ur redenn diruzañ a c'hell deluskañ war an aod ur chal dour pe un dichal hervez durc'hadur an avel he deus he ganet.
Il y a des bosses d'eau au-dessus des hauts-fonds en même temps qu'une brisure de la houle.
A-us d'ar balac'hioù ez eus bosigelloù dour war un dro gant tarzh an houl.
Dourzileizhenn arveret da brederiañ kroc'henadoù 'zo evel an impetigo, he delun : sulfat zink 70 g, sulfat kouevr 20 g, kanfr 10 g, safron 4 g, dour 1 000 g.
1 Diounezad dour e rezh glavadenn pe flistradenn war ar c'horf a-bezh pe war ur parzh anezhañ (sl. affusion). 2 avead amkanet da reiñ strinkadennoù.
Le circuit d'eau de mer est un circuit ouvert : l'eau est aspirée par une pompe à travers une crépine, passe dans un échangeur où elle refroidit l'eau douce, puis est rejetée à l'extérieur, souvent par le tuyau d'échappement.
Un amred digor eo hini an dour mor : hemañ, sunet gant ur pomp a-dreuz d'ur c'hournell, a dremen en un eskemmer da yenata an dour disall, hag a ya er-maez peurvuiañ dre an duellenn skarzh.
Pour une même force de vent, on peut conserver toute la toile en eaux abritées, mais être obligé de la réduire nettement si le bateau tosse dans un mauvais clapot.
Evit an un nerzh avel e c'haller, pa vezer en ur rannvor gwaskedet, mirout al lien a-bezh, hogen bezañ rediet d'o bihanaat ervat mar tos ar vag ouzh ur saflik diharak.
Dour a zo bet ezvevennet dioutañ an halioù kalkiom ha magneziom.
Dour a zo bet ezvevennet dioutañ an halioù diwar-bouez rousinoù eskemmer ion.
Dour a zo bet ezvevennet dioutañ ar c'hation hag an anion, neptu enta ar pH anezhañ ; e arverañ a c'haller evel dour strilh, met n'eo ket evel dour dishadenn.
Rann eus dour ar bevedeg na vez ket kevreet ouzh molekul all pe ouzh danvezennoù dourlen ; emañ an dizeul anezhi e dalc'h an hormon eneptroasheiat hag al lounezh.
Rann eus dour ar bevedeg kevreet ouzh molekul all hep bezañ dispennet.
Dour a zelun D₂O ma kemer an deuteriom lec'h an hidrogen.
Lennad dour danzouar war zileizh enni halioù meinel sellet evel yac'haus.
Dilester oksider a zelun H₂O₂ arveret e rezh dileizhenn danav evit naetaat ar goulioù.
Dour yac'hus e euvriñ ; e-keñver lezenn, en darn vuiañ eus ar riezoù, e vez despizet resis ar perzhioù yec'hedel ampleget gant evadusted an dour pourvezet dre ar rouedadoù kevredik pe arougoret er c'henwerzh.
Dour melar etre 35°C ha 50°C e wrezverk en eienenn, arveret war eeun en havdrevioù.
Dour bezant e borc'hadennoù glaourgennel ha levrgennel an organoù kleuz hag ar gwagrennoù, eleze e-barzh ar ganol vezhur, ar forzhioù troazhañ, ar stirad briant-bronkez, al liñvenn benn-kein, ar forzhioù bestl, liñvennoù al lagad, o vont d'ober en holl e-tro 1,5 % eus dour ar c'horf ; d'ober mentel dour ar bevedeg e sammer an dour treuzkelligel gant an dour enkelligel, an dour ezkelligel (plasma, liñvennoù entremezel, limf) hag an dour parzhiat en amparadur an eskern hag ar gwiadoù kenglenel doues, ar stirennoù hag ar migern.
Dourzileizhenn hipoklorit natriom (NaClO) arveret da zilestañ, da buraat an dour evañ, da zigrizañ al lien (sl. chloration, Dakin : liqueur de ∼, javelli-sation, javelli-sation).
Flokata stenek ha korvezek leteñvel ouzh trouz palioù ur vilin dour, a glever e par ar galon pa vez un douraezhad amgalonenn pe un hogennad douraezhel er poullkreiz (sl. clapotage, hydropneumothorax).
Furm vorrder o rouestlañ ar strafuilhoù miziaouel, muiek war ar c'hef, an divlez hag an divvorzhed, laurus, a-geñver gant an azdalc'h dour ha holen er gwiadoù ; kevret gant lanvidigezh an amwiskadoù, kernadoù, gouvidegezh, a-wechoù distabilded ar gwrezverk ; kiriek e ve dezhañ ur miarc'hwel a 'r c'hougorfenn hag an treuzempenn, peurgetket un usvorc'h hormon eneptroasheiat gant an drekgougorfenn (sl. antidiurétique : hormone ∼,, turgescence ).
En amiegouriezh, anvad a lakaer war ar balir graet e-barzh ar gouin gant lienennoù ar vi, pa vez frankaet gouzoug ar grozh.