Kammneuziad hêrezhel treuzkaset ent aotozomek trec'hek, anezhi regresk parzh adreñv penn traoñ ar werzhid o tevoudañ rakplegad an arzorn ken e hañval hemañ bezañ disvellet.
Parzh pellek an ezel krec'h, organ an teuta hag ar gavaelañ, anezhañ un talbenn araok, ar palv, bevennet gant ar c'hourbozenn hag ar c'houvozenn, hag un talbenn adreñv, ar c'hil ; d'ober an atel anezhañ ez a eskern an arzorn (Gl. carpe), ar c'hreizdorn (Gl. métacarpe), an oeñsoù (Gl. phalanges), isrannet o unan en o. nezek (Gl. p. proximales), o. krenn (Gl. p. médiales), o. pellek (Gl. p. distales) (sl. carpe, hypothénar, métacarpe, paume, thénar).
Lakadur disreol ganedigel an dorn e-keñver an arvrec'h, a zeskriver daou seurtad anezhañ : an dorn ezkamm (Gl. m. b. cubitopalmaire, Sz. manus valga), e dianlen pe anpar parzh traoñ an helmo, pe ished ar c'higennoù pleger o tevoudañ stouadur an dorn war helmo ha plegadur ar palv, an dorn enkamm (Gl. m. b. radiopalmaire, Sz. manus vara) diwar anpar hollel pe darnel ar werzhid, oc'h ober d'ar palv plegañ ha stouiñ war werzhid, disneuziadur kevredet alies gant ezvezañs ar meud hag angwe an nervenn awerzhid.
Kleuzded ar palv oc'h anadiñ e lakadur an dorn en un dalenn azerc'h hag asaezh, ezreolded pe tantek ha padek, pe o c'hoarvezout pa vez diskalfet ent oberiat pe gouzañvat ar bizied, test neuze d'un tizhad pikernennek.
Lakadur dibarek an dorn a stader en andag an detaniezh : ar bizied dargrezet, stardet ur re ouzh ar re all, dambleget war an arzorn, ar palv kleuzet.
Lakadur war astenn an oeñs nezek ha war bleg an oeñsoù krenn ha pellek, astenn dasstrizhek an dorn war an arzorn, test da seizi an nervennoù a-helmo ha kreizer, arouez vezus a gavnvelad.
Dorn plat diwar gaherisvent kigennoù ar c'hourbozenn hag ar c'houvozenn war un dro gant kilwintad askorn kentañ ar c'hreizdorn, o tic'hallusaat keharpañ ar meud, ar mod gavaelañ nemetañ o chom plegañ ar bizied all war ar palv, nammded stadet en isteñvoù a rizh Aran-Duchenne, Gombault-Dejerine hag e seizi an nervenn greizer.
Distummadur an dorn diwar gaherisvent ar c'higennoù etreeskernel, ar c'higennoù pleger, chomet bonan, o terc'hel pleget an daou oeñs diwezhañ ha dreistastennet an oeñs nezek.
Distummadur an dorn naouus dre verridigezh eskern ar bizied hag a-wechoù ar c'hreizdorn, ar c'hroc'hen o roufennañ en dro dezho ; hefiñv kenan eo eskern ar bizied, ar re-mañ o vezañ hiradus pe verradus ent gouzañvat, an oeñsoù o hañvalout sankañ a eil re e-barzh ar re all evel elfennoù un teleskop ; nammded a stader e furmoù 'zo a remm henek gant askornloezañ.
Neuz dorn stadet alies er migornangwe, berr, bouroun ha diskalfet ar bizied anezhañ.
Lakadur padek an dorn naouus dre zargrez ar bizied, stardet a eil re ouzh ar re all, an tromaot, an isteñv kaherel ha dre strafuilhoù gwazhiedloc'hadel, stadet da heul gloazadoù leiek a 'n dorn pe a 'n arzorn ; goude e arzodiñ d'an darfell, e tenner hiziv da c'houlakaat dezhañ arbennoù naouedel kemplezh (damougoù simpatek).
Lakadur an dorn naouus dre blegadur an holl vizied nemet unan, biz yod pe biz kreiz, reut war astenn, stadet da heul anafoù perenneg ar gouzerc'hvel.
Koll ar galloud da zerc'hel an daouarn difiñv war astenn pa serrer an daoulagad : tennañ a ra ar bizied da gouezhañ dre wered ar ponnerder, ar gouziviad ouzh o deren bewech d'o lakadur kentañ, test d'ur strafuilh eus an arzeraeziñ (Gl. sens arthrocinétique, Sz. arthresthesia), spesad eus an endoneraeziñ (Gl. sensibilité intéroceptive, Sz. interoceptive sensation) e par ar c'henvelloù (sl. La-09 58).
Neuz dibarek an dorn diwar un ensiladur gouliñv er gwiadoù endan-groc'hen, muiek e par ar c'hildorn hag an oeñsoù nezek, kevret alies gant isteñv ar c'higennoù, strafuilh stadet er c'havnvelad, e degouezhioù 'zo ar viopatiezh hag evel arlenad al ledseizi.
Neuz an dorn en azoniad derc'hvelel : plegadur an arzorn war helmo, plegadur ar c'henvelloù kreizdorn-oeñsoù, astennadur ar c'henvelloù etre-oeñsoù, nesadur ar meud, ankedre ar bizied, strafuilhoù gwazhiedloc'hadel (dorn chugonus) ha laurioù grizias krisaet gant ar yenijenn.
Dic'houested da beurserriñ ar meilh dorn, arouez eus seizi an nervenn greizer, war un dro gant arouezioù all : dic'houested da plegañ ha da geharpañ ar meud, da blegañ daou oeñs diwezhañ ar biz yod hag ar biz kreiz.