1 Muzul eus ur gwezher da ziounit en ur wech, dewerzhet dre unanennoù tolz, gremm, h.a. 2 Kementad eus ur gwezher degemeret gant ur gouziviad.
Kementad gremm dilaosket gant rannigoù ionaus e-barzh un unanenn dolz a zanvez skinataet ; ur gremmder tolzel eo, a zo e atalad mentawouriel L2T -2 , hag e unanenn ar gray (anvet rad gwechall) o talvout 100 erg dre gramm.
Kementad hollel ar gremm luget gant ar rannbarzh skinataet en e bezh.
Doenad ul lia o tec'han ur gwered lavaret war 50 % eus al loened arnod.
Doenad poreüs o tredizhañ ul loen pe un diñvadenn ur wech diwar ziv.
Kementad eus un danvezenn gimiek, un toksin, un diñvadenn c'harvevel pe eus ur skinadur ionaus ret evit lazhañ 50 % eus al loened dindan arnod.
Kementad izelañ ur gwezher o tevoudañ marv al loen arnod.
Er Skinouriezh, kementad hollel skinadoù ionaus a c'hell ur gouziviad degemer hep dañjer e vuhez pad.
Doenad ul lia o tec'han ur gwered pistriel war 50 % eus al loened arnod.
Kementad hollel ar gremm luget gant ur yoc'henn skinataet, liesâd an doenad luget dre dolz ar yoc'henn jedet ent arnesadel.
Doenad un danvezenn ret da zec'han gweredoù war ar bevedeg ; anv a reer ivez eus loi du minimum efficace, daoust d'an ankewer ez eo ober anv a “savelenn” en degouezh.
1 Kementad eus ul lia da ziounit un pe lies gwech e-doug prederiadur ur c'hleñved 2 Kevrenn eus ar yac'hadouriezh a studi doenadoù ha modelezhioù diounit al liaoù.