Preder
anémie ferriprive, anémie sidéropéniqueasiderotic anaemiaamwad diwar olhouarn, amwad olhouarnel ― Geriadur ar vezekniezh

Amwad diwar negez houarn (sl.  anémie hyposidérémique).

Bénéfice primaire et secondaire de la maladie.primärer und secondärer Krankheitsgewinn.primary and secondary gain from illness.gounid kentael hag eilvedel diwar ar c’hleñved. ― Geriadur ar bredelfennerezh

“Gounid diwar ar c’hleñved” a reer eus kement boziad a denn ar c’hlañvour eus e gleñved. Diwar he fenn-kentañ ez eo liammet arlakadenn freudek an neuroz ouzh ar mennoz e teraou hag e pad ar c’hleñved dre berzh ma tegas boz d’ar c’hlañvour. Kempleg eo argerzh an neuroz da bennaenn ar bliz, luskañ a ra da ziraez gounid armerzhel, da goazhañ an tennder. A-wel e teu ar gounid-se e stumm an herzel ouzh ar gur, o skoilhañ ar c’hoant emouez da bareañ.

Stag eo ar gounid kentael ouzh devouderezh end-eeun an neuroz : boz kavet en azon, tec’h er c’hleñved, kemm an darempredoù gant an nesidi.

En eneb, ar gounid eilvedel zo doareet evel-henn :

degouezhout a ra goude taol, evel dreistgounid diwar ur c’hleñved deraouet endeo, evel adimplij ur c’hleñved ;

diavaeziek eo e-keñver devouderezh-derou ar c’hleñved ha ster e azonoù ;

c’hoarvezout a ra a voziadoù narkisek pe stag ouzh an emgemmirout kentoc’h eget a voziadoù libidinel war-eeun.

cannabioseweavers' coughkouarc'heuflegezh b., analuzoregezh b. diwar gouarc'h, paz g. ar wiaderion (gouarc'h), kanastregezh b. ― Geriadur ar vezekniezh

Skeventad diwar zewentañ antigenoù bevel a orin struzhel, a-geñver gant ardizh an uzor kouarc'h.

cécité par éclipse de soleil, rétinite solaireeclipse blindness, eclipse retinitis, solar retinitisheoldrell g., dallder diwar vougadenn heol, luc'hsaefo g. heolel ― Geriadur ar vezekniezh

Anafoù al luc'hsae diwar arselliñ ur vougadenn heol hep sil luc'h.

claudication intermittente ischémique, syndrome de Bouley-CharcotCharcot's syndrome, angina cruris, dysbasia angiospastica, dysbasia angiosclerotica intermittensklefiñ spanaus heskwadien, azoniad Charcot, kevenkez g. an divesker, migerzh  g. diwar wazhiedandag, migerzh spanaus diwar skleroz ar gwazhied ― Geriadur ar vezekniezh

Klefiñ spanaus diwar isforzh talmerennoù an izili traoñ dre an ateroskleroz ; ar gouziviad a rank chom a-sav goude un herrad kerzhed en askont ma stag e zivesker da vorzañ, da reudiñ ha da lauriñ, diaezoù a steuz goude ur pennadig diskuizh.

code deux parmi cinq, code quinairetwo of five code, quinary codeboneg daou diwar bemp, boneg pempredel ― Geriadur ar stlenneg

Boneg ma vez rezhiennet pep sifr dekredel dre un niver daouredel pemp savlec'h, daou anezho o vezañ miret evit an nodoù 1.

dermite des rayons X, radiodermiteradiodermatitis, roentgen ray dermatitiskroc'henfo diwar skinoù X, skingroc'henfo g. ― Geriadur ar vezekniezh

Anaf kroc'hen pe glaourgenn devoudet gant ar skinoù X hag an danvezennoù skinoberiek ; dezhañ daou zegouezh : 1) darvoudoù yac'hadel, pe kentrat (eritem, gouliñv, c'hwezigennoù ha gloevennoù), pe goulerc'hat (kroc'hen liveget, argaledet, isteñvek, korrwazhiedusvoll, a-wechoù gouliezoù) ; 2) darvoudoù micherel, anezho isteñv ha skleroz ar c'hroc'hen, gouliezoù diek ha laurus, riskl an dedro kankrel.

fièvre par morsure de tique, fièvre à tique(s)tick-borne typhus, tick-bite fever, ixodiasisterzhienn diwar vrazhad tarlask, terzhienn diwar darlask, iksodiaz g. ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad rumm ar poreoù trezouget gant an tarlask, na pa ve an hadenn gleñvedus ur Rickettsia (terzhienn vouk ar Menezioù Roc'hellek), ur Borrelia (terzhiennoù arreadek, skignek), ur Babesia (piroplasmozioù loenel) pe ur viruz (terzhienn diwar darask Kolorado).

gagne-petit(micherour) diwar ar gwenneg ; libonig g. ― Geriadur an armerzh
héréditairehêrezhel ; a-hêrezh ; diwar hêrezh ― Geriadur an armerzh
  • titre héréditaire titl hêrezhel
  • actif, passif héréditaire fred, diwan diwar hêrezh.
hyperthermie maligne d'effortexertion malignant hyperthermiauswrez yud diwar strivañ ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad delanket gant ur strivad kigennel start ha hirbad en un amva tomm ha gleborek, o tiraez trumm tud yac'h (soudarded en embregerezh) ; naouus dre uheladur ar gwrezverk kreiz dreist 40°C, strafuilhoù nervvredel rust (arluz, koma), kalonustead gant falladur kalongwazhiedel, c'hwezennoù puilh, arouezioù kaherloezañ (uheladur an enzimoù ar gwadveiz, ar CPK pergen), direizhoù kaoulediñ ar gwad, tizhadoù an avu hag al lounezh ; grevus e vez an dedro, marvus e 30 % Eus an degouezhioù (sl.  coup de chaleur).

imprimante à la voléeon-the-fly printermoulerez diwar nij ― Geriadur ar stlenneg

Moulerez ma vez ar stignad doug arouezennoù o c'hwelañ a-gendalc'h dirak ar paper, un trevnad morzholioù o tegas ar paper "diwar nij" a-stok ouzh an arouezenn da voulañ d'an ampoent ma tremen.

jet : lésion de ∼jet lesionanaf g. diwar flistr, flistranaf g. ― Geriadur ar vezekniezh

Darallad speur ar galon pe un dalmerenn e poent enorc'h ur red gwad strizh ha kreñv o strinkañ dre un igorenn enkaet (aortek pe skeventel) pe skort (mintrek).

kératite neuroparalytiqueneuroparalytic keratitiskornsaefo diwar seizi ― Geriadur ar vezekniezh

Mideñv ar gornsae a-geñver gant un aneraez diwar anaf an nervenn drigevell, naouus ent klinikel dre un deroù manguñv hag un dedro grevus etrezek an demeraat hag an treloezañ, a-wechoù betek linleiñ al lagad ; darvezout a ra peurliesañ da heul ur senkl lagadel pe ur c'hornsaefo erorel, ur pistriadur dre an arsenik pe an trikloretilen, un tizhad a 'r gangrenn drigevellel amwasket gant ur yoc'henn empenn, pe ur skejad surjianel pe daraezel a 'n nervenn.

linoselinen worker's diseaselinoz g., analuzoregezh b. diwar lin ― Geriadur ar vezekniezh

Skeventad diwar zewentañ antigenoù bevel a-geñver gant ardizh an uzor lin (sl.  byssinose, cannabiose, pneumoconiose).

maladie par aberration chromosomiquechromosomal aberration diseasekleñved diwar gouskoevad kromozomel ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved ganedigel e dianlen un ezreolder niver pe luniad (dileañ, azdoublañ, ginrannañ, treuzloañ) ar c'homozomoù somatek (gouskoevad aotozomek) pe revel (gouskoevad gonozomek) ; darvezout a ra an ezreolder da geñver ar meioz ha dec'han pe ur reñver dafar kromozomel (trizomiezh) pe un diouer (monozomiezh, dilead ur vrec'h kromozom) ; ar gouskoevad ned eo ket treuzkasadus, lakaet er-maez degouezhioù dibaot a dreuzloadur (sl.  aberra-tion chromosomique, caryotype, délétion, dysgonosomie, monosomie, poly-gonosomie, sexe nucléaire, trisomie, translocation).

paralysie à tiquestick paralysisseizi diwar darlask ― Geriadur ar vezekniezh

Seizi gwak askennus e dianlen brazhad tarlaskenned eus ar genadoù Ixodes, Dermacentor, Haemophysalis, o tizhout ar vugale dreist holl, peurgetket en Oregon hag e Kolombia Vreizhveuriat ; dianav e chom ardarzh ar c'hleñved.

partiairediwar hanter ― Geriadur an armerzh
  • colon partiaire tieg hantergroaz.
pneumonie de déglutitiondeglutition pneumoniaskeventfo diwar stonkañ ― Geriadur ar vezekniezh

Poread bronkez-skevent devoudet gant an tremen eus drailhennoù boued ebarzh ar forzhioù analañ (sl.  Mendelson : syndrome de ).

pneumonie interstitielle à Pneumocystis carinii, pneumocystosePneumo-cystis pneumoniaskeventfo diwar Pneumocystis, pneumokistoz g. ― Geriadur ar vezekniezh

Skeventad grevus kenan, kiriek dezhañ ur brotozoenn, o tarvezout gant rakkoulzeion 'zo pe gant klañvourion an haza er stad a zivig hangaeel e-kerz ur prederiadur dre an hangaeastalerioù ; erzerc'hañ a ra dre ur skorted analadel lemm ha terzhiennek ha, war ar skinlunioù, un ensiladur rouedek-nozelek (sl.  carence immunitaire, immunodépresseur).

pneumopathie immunologiquehypersensitivity pneumonitisskeventad hangaeel, skeventad diwar dreistkizidigezh ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved micherel diwar erwezh allergek ar skevent ouzh un antigen a orin bevel peurliesañ ; boutin etre an holl furmoù s. h. e stader a) un dedro dre resmiadoù lemm, gant terzhienn, trec'hwezh, gwadskopadoù, o vont gwechoù 'zo betek ar fibroz entremezel strewek ; b) un arvez skinourel rouedek-nozelanek, strafuilhoù argrennadel an arc'hwel analañ gant isfu logigoù-korrwazhied (sl.  bloc alvéolocapillaire) ; c) ur granulom strewek keurgelligel hag epitelioidel eus gwiad entremezel ar skevent ; d) bezañ s antikorfoù dierc'heiat er gwadveiz (sl.  immunoprécipitation) naouus d'an erwezhioù dreistkizidigezh damzaleet (anadenn Arthus) ; a du 'rall e noter devoudoù a ra gousellout un erwezh dreistkizidigezh kellighandizhek daleet (sl.  hypersensibilité 2 ) ; e-touez an anaezioù-se e renker : skeventad ar verourion (sl.  poumon de fermier), ar c'honiosporioz (anvet ivez kleñved an diruskerion skav-gwrac'h, Sz.  maple bark disease), ar bagasoz (sl.  bagas-sose), ar suberoz (sl.  suberoz), kleñved an hinaozerioù, hag an anaezioù diwar dewenterezh mogedoù, burezhioù, hueadoù, uzorioù (foue, malt, prenn, sizal, kafe, te), fank loened (sl.  éleveurs d'oiseaux : maladie des ).

NOTENN : Da aroueziñ dre ul lavar resis stadoù an eufl en aergelc'h, e kinnigan arverañ an termenoù-mañ : eufl s. (rannigoù munut danvez sonnel pe liñvel), hue g., (poultr g. & s. pe glizh g. & s.) ; uloc'h g. (hue meinel) ; uzor g. & s. (hue struzhel) ; hueañ, euflennañ (lakaat e poultr pe e glizh, Gl.  pulvériser) ; difruañ (lakaat ul liñvenn e glizh, Gl.  pulvériser, atomiser) ; hueek aa. (er stad poultr, Gl.  pulvérulent).

recettes d'un filmbox office, box office takingsenkefioù l. (g.) diwar ur film ― Geriadur ar mediaoù
reconstitution immunitaire : syndrome inflammatoire de ∼immune reconstitution inflammatory syndromeazoniad g. foel diwar adsavelañ hangae ― Geriadur ar vezekniezh

Stroll erzerc'hadoù klinikel a rizh foel arsellet goude un nebeut sizhunvezhioù eus ur mezegadur enepretroviruz gant ur gouziviad tizhet gant an haza ha hangaeastalet kenan, pa adkresk bec'h al limfokit CD4. M. A. French a zigemm anezho ur seurtad poreel kentrat, terzhiennel, arsellet gant ar gouzrec'h kenboreet (Mikobakteri, kitomegaloviruz) ha daou seurtad diwezhat, sarkoidozek hag a rizh unanhangaeel

Rejeton de l’inconscient.Abkömmling des Unbewussten.derivative of the unconscious.broustenn diwar an diemouez. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen boaziet gant Freud e stern e veizadur dialuskel eus an diemouez ; tennañ a ra hemañ da lakaat da ziflukañ e-barzh an emouezañ hag ar realañ dedaoladoù e diazalc’h strizh pe strishoc’h anezhañ. Seurt dedaoladoù diwar an arvoustred a vez d’o zro darbaret difennoù nevez outo.

E 1915 eo e stagas Freud da gomz eus “broustennoù diwar al leuriad arvoustret” pe “diwar an arvoustred”, o renkañ dindan an anvad-se an azonoù, an eriunelloù, ar strollatadurioù c’hoarvezet e-kerz an dalc’h. A-geñver emañ keal ar vroustenn gant arlakadenn daou lankad an arvoustrañ. Pezh a zo bet arvoustret el lankad kentañ (kentarvoustrañ) a denn da zifourkañ en-dro en emouezañ e stumm broustennoù, o tevoudañ neuze un eil arvoustrañ (dianarvoustrañ).

An termen “broustenn” a gennot niñvegezh an diemouez, oc’h embreger bountoù dizehan etrezek an emouezañ.

rickettsiose à tiquestick-borne rickettsiosisriketsioz diwar darlask ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad rumm o strollañ an terzhiennoù diwar darlask amerikan : terzhienn vouk ar Menezioù Roc'hellek, terzhienn vaelennek braziliat ha re ar Bed Kozh : terzhienn borbolennek morkreizat, terzhiennoù diwar darlask siberiat hag aostraliat.

sérum : maladie du ∼serum diseaseanaez g. diwar wadveiz ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad erzerc'hadoù kroc'henel, arzel ha lounezhel, o c'hoarvezout etre eizh ha dek devezh goude ensinkladenn gentañ a wadveiz loenel. Anvet c'hoazh kleñved an hangaegemplezhioù amredat.

spéculairespeculardiwar velezour, melezourel ― Geriadur ar mediaoù
terminer le parcours sur son erreechuiñ an treug diwar e/he herr, diwar e/he lañs ― Geriadur ar verdeadurezh
ulcères de stressstress ulcersangreizhoù diwar stres ― Geriadur ar vezekniezh

Angreizhoù kreuz-pervez bas lemm he dedro, liesel ha gwadliñvel alies, o tarvezout gant gouzrec'hioù dindan stresoù arreat ha garv : fromoù, stroñsoù, tennderioù, darwantadoù diseurt.

vaccin anti-encéphalite à tiques ◊ ◊ vaksin enep an empennfo diwar darlask, vakskin enebempennfo diardarlask ― Geriadur ar vezekniezh

Vaksin diwar viruz ezniñvet diounezet dre deir ensinkladenn dangroc'henel.

virus de Marburg : maladie à ∼ ◊ ◊ kleñved diwar viruz Marburg ― Geriadur ar vezekniezh

Terzhienn wadliñvus Marburg zo ur c'hleñved grevus, gant ur feur trankañ uhel ha devoudet gant ur viruz eus an hevelep kerentiad hag an hini a zo en orin terzhienn wadliñvus diwar viruz Ebola. Arsellet gant ar c'horrgresker elektronek ez anad ar rannigoù viruzel evel edañvoù hirvoan o punañ a-wechoù e stummoù iskis, alese anvad ar c'herentiad : ar Filoviridae. Emaint e-touez ar gwezherioù kleñvedus anialekañ evit an den a anavezer.Hag int devoudet gant daou viruz kevarall ez eo hogos dic'hallus dispartiañ an daou gleñved ent klinikel. Dibaot int, met en ervez emaint da zevoudañ kaouadoù mantrus, kevredet gant ur feur trankañ uhel. En tremened, ne oa bet dedennet evezh an aotrouniezhoù yec'hed gant an kez kaouadoù, nemet adalek ar mare m'o doa diarbennoù ankevazas da stourm ouzh ar pore muiaet an treuzkas er yec'hetioù.N'eus na vaksin na mezegadur evit an daou gleñved-se. Daoust da imbourc'hioù don e-pad bloavezhioù, gant prouadoù war gantadoù a loened, a amprevaned hag a blantennoù, n'eur ket deuet a-benn da hennadiñ ur mirva loenel pe ur vammenn amvael evit hini ebet eus an daou viruz. Kizidik eo ar marmouzion ouzh ar pore, met n'o seller ket evel ur mirva bezus, dre an arbenn ma varv buan kenan hogos an holl loened poreet evit ma treistbevfe an viruz.
Ne lakaer ket an denion evel bezant er c'hor treuzkas naturel, o vezañ ma 'z eo darvoudel o foreadur. Kaouadoù ha degouezhioù skignek eus ar c'hleñved diwar viruz Marburg zo bet ditouret en Ouganda, e Republik demokratel ar C'hongo, e Kenya hag e Suafrika (gant ur gouzrec'h o tont eus Zimbabwe). Ar c'haouadoù kentañ, en Alamagn hag e Yougoslavia e 1967, zo bet liammet gant imbourc'hvaoù o labourat war marmouzion glas afrikat (Cercopithecus aethiops) enporzhiet eus Ouganda. Treuzkas ar viruz eus un den d'unan all a c'houl ur stekiñ tost kenan gant ur gouziviad tizhet. Emañ ret bezañ e diastok gwad pe liñvennoù bevedel (oulennoù, c'hweladoù, troazh, halv, borc'hadoù analadel), dreist holl mar bez gwad enno ha mar bez uhel bec'h ar viruzoù. Evit ar sper a c'hell treuzkas ar viruz betek seizh sizhunvezh war-lerc'h ar pare klinikel. An tredizhañ dre stekiñ dargouezhel a vez dibaot kaer, pezh a laka da soñjal ned eo ket gwerc'hek an treuzkas dre aerosolioù ec'hanalet, na pa c'hoarvezfe zoken. N'eus treuzkas ebet e-doug ar gounervezh, ha hañvalout a ra ar c'houziviaded bezañ an tredizhusañ e-doug bogvezh ar c'hleñved, ma tarvez erzerc'hadoù gwadliñvel. Ar stekiñ nes gant ur c'hlañvour tizhet grevus, e-doug an arouelioù er gêr pe en ospital, hag ivez pleustroù kañv, a vez an hentoù tredizhañ boutin. Pa c'hoarvez an treuzkas dre an dafar ensinklañ pe enkoradoù a-zarvoud e vez grevusoc'h ar c'hleñved, ha disleberiñ a ra ar stad buan hag uheloc'h emañ ar mervel en ervez da vezañ.

virus Ebola : maladie à ∼Ebola virus infectionkleñved diwar viruz Ebola ― Geriadur ar vezekniezh

Pore dinodet e Soudan e Gouere 1976 ha damc'houde er C'hongo, ez-Zair (Kongo belgiat). Heñvel eo ouzh kleñved diwar viruz Marburg, gant gwadliñvoù ha dourisvec'h. Tredizhus kenan eo, o wazhañ ar c'hoskor mezegañ, en ardizh bras. Darvezout a ra ar marv en ouzhpenn an hanter eus an degouezhioù war-dro an 9t deiz (sl. fièvre hémorragique épidémique).

virus lents : maladies dites à ∼slow virus diseaseskleñvedoù gorrek diwar viruzoù ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñvedoù studiet gant Sigurdsson e 1954, anezho anaezioù a lakaer viruzoù diseurt, anhennadet ar peurliesañ, da vezañ kiriek dezho. Nes eo an anaezioù-se evit an arbennoù-mañ da heul. Da gentañ e stader un hir a brantad hep azon, eus un nebeut mizvezhioù d'un nebeut bloavezhioù. Da c'houde e tizh ar viruzoù kiriek d'ar c'heñvedoù gorrek ur gwiad pe un organ hepken, an nerveg kreiz, da skouer. An trede naouuster boutin da seurt viruzoù zo o c'herc'husted, digen evit spesadoù loenel 'zo. Hag erziwezh e tedro ent argammedek an anaezioù angorzhet gant ar c'herentiad viruzoù-se etrezek marv ar gouziviad. Ne ouzer ket resis perak e pad keit all gounervezh ar viruzoù-se. Evit lod eus an arbennigourion e ve ur raktued hilel hag ivez un doare dibarek da erwezhiañ a-berzh an herberc'hier poreet. ICRON (diwar bennlizherennoù an Institute for Cancer Research) zo un termen kinniget gant Blumberg evit deanviñ un unvez amparet gant ar viruz ha parzhioù o tont eus e herberc'hier. Ar c'heal a ICRON zo bet danzeet diwar viruz an avufo B, dezhañ ur golo desellet evel an antigen Aostralia hag ar viruz e unan o c'hoarvezout eus un niver bennak a antigenoù o tont eus ar gouzrec'h, m'en deus tiñvet ar viruz (sl. icron). Ar c'hleñvedoù gorrek diwar viruzoù zo paot kenan gant al loen. Menegomp : empennaoued spouevanek ar bioù (ESB, 1986), krenion an deñved. Evit an den zo en ervez da vezañ poreet gant pevar “viruz” a 'r rizh-se : kleñved Creutzfeldt-Jakob, ar gwennempennaoued liesannon argammedek, ar c'hourou, ar gwennempennfo sklerozus goulemm. A-douez ar viruzoù-se e ranker lakaat kemm etre ar gwezherioù pore kendivizadel, evel hini ar gwennempennfo sklerozus goulemm, ha hini kleñved Visna-Maëdi (kleñved an deñved diwar viruz, oc'h erzerc'hañ gant al loened a ouzhpenn 2 vloaz oad gant ur skeventfo henek) hag ar gwezherioù ankendivizadel evel ar prionoù pe ar virinoioù. Bez' ez eus ur c'hevarguz etre ar viruzourion evit a sell anaezioù 'zo evel kleñved Parkinson dianempennfo, ar skleroz strewek, kleñved Alzheimer, kleñved Steele, Richardson ha Obszewski, kleñved Alpers, ar skleroz kostezel kaheristeñvus ha kankroù 'zo zoken. E gwir e chomer en entremar a-zivout roll an kez “viruzoù” evit a sell an anaezioù diseurt-se.