Kalvezder arglask ur stlennad e-barzh un daolenn urzhiet, pe rezi, anezhañ, a-reizhiad, daouhanteriñ an esaou arglask ha keñveriañ an elfenn greizat gant ar werzhad a glasker. Ma n'int ket kevatal, e kendalc'her gant an arglask en un hanterenn eus an esaou, a zaouhanterer d'he zro.
1 (Korfadurezh) daouhanteriñ un organ skoultrennat. 2 (Jedoniezh) mod arglask dre ar poellata daouredel. 3 (Gwir) kenlodañ andezvek briwerzhioù etre mezeion.
Arglask renet war un daolenn urzhiet pe rezi.
Sl. [dichotomie]