Reizhiad haeziñ liesel gant dasparzh en amzer ma vez al loaz kenbiaouet o tiuz e-unan an arveriad a vo-eñ derannet dezhañ.
Sl. [1.invitation à recevoir]
Araezad arveret gant an aveadur ardeiñ ul linenn liespoent pa venn kas ur c'hemennad da unan eus e dermenelloù. An ardoer a ec'hod da gentañ penn war al linenn ur goudroad da bakañ warnañ enneg an dermenell diuzet, da wered dezhañ heudañ an holl dermenelloù all ha rediañ an dermenell galvet da respont "andarev da bakañ" pe "darev da bakañ". En dro-mañ diwezhañ, ez ec'hod an ardoer e gemennad na vo nemet an dermenell diuzet ouzh e bakañ. E treugennadoù 'zo e vez ec'hodet an diuzc'halv war un dro gant ar c'hemennad (diuzc'halv herrek).
Sl. .
Menegiñ ur mellad en ul lañser digor dre zegas ar reti warnañ. Dre leuskel afell al logodenn neuze, e lakaer erounit an arc'had arouezet gant ar mellad.
1 Dibarzh, dibab. 2 A-zivout loened, plant, dibabet ha gwellaet ar ouenn anezho. — En diuzouennañ naturel (Gl. sélection naturelle), e vez an dibarzh e dalc'h ar c'heñver etre doareennoù 'zo gant ar gouennerion hag ar metoù ma vevont, o reiñ lañs da rummadoù 'zo diwar-goust re all. — En diuzouennañ kalvezadel (Gl. sélection artificielle), e vez renet an dibarzh gant ar mager war-benn keneliañ an hiniennoù e piaou d'ur genotip divizet.
Menegiñ ergorenn ar gwezh kentañ da seveniñ. Diuz a reer peurliesañ dre glikañ ha/pe stlejañ al logodenn.
Diuz ar restr a-bezh.