architecture flot unique d'instruction, flots multiples de données
◊ single instruction multiple data stream, SIMD
◊ adeiladezh unfroud ditour liesfroud roadennoù
― Geriadur ar stlenneg
Mod adeiladezh ma vez un ditour oc'h arc'hañ a-stur an hevelep gwezhiadur d'un niver bras a gewerieroù peurheñvel o labourat war roadennoù disheñvel.
code opération
◊ instruction code
◊ boneg niñvadur, boneg ditour
― Geriadur ar stlenneg
Lodenn eus un ditour ma vez meneget e rezh boneget an niñvadur da ren.
cycle d'instruction
◊ instruction cycle
◊ kor ditour, ditourgor g. ―ioù
― Geriadur ar stlenneg
Bodad gwezhiadurioù ret da erounit un ditour.
directive
◊ leviadenn b. ; ditour g. ; kemenn g. ; sturiad g. ; sturiadur g.
― Geriadur an armerzh
-
directives du plan
kemennoù ar steuñv, ditouroù ar steuñv, sturiadoù ar steuñv
-
directives techniques modifiables
sturiadoù kalvezel daskemmadus.
instruction
◊ statement, instruction
◊ ditour g. ―où
― Geriadur ar stlenneg
Riñvenn gendivizat o talvout da reiñ un arc'had d'un urzhiataer. Ur goulev zo ul lerc'hiad ditouroù oc'h erverkañ ar gwezhiadennoù kenheuilh da erounit. Un ditour a c'hoarvez eus meneg :
- anv ar wezhiadenn da ren (sammañ, lemel, lenn, skrivañ, keverata, h.a.) ;
- ar roadennoù a vo renet ar wezhiadenn warno ;
- ar benvegad da enarc'hwelañ.
Pemp rumm bras a zitouroù ez eus : an ditouroù niveroniel , an ditouroù kendreiñ , an ditouroù mezoniel , an ditouroù skourrañ , an ditouroù enankañ/ec'hankañ.
Sl. [macro-instruction] [micro-instruction] [superinstruction]
instruction # explication
◊ ditour g. -où, kemenn g. -où ― Geriadur ar verdeadurezh
-
~s de l'installateur, du constructeur
kemennoù an aveer, ar saver
-
~s et documents nautiques
ditouroù l. (g.) ha teulioù l. (g.) merdeel
-
I~s Nautiques
Instructions Nautiques
Lors d'un atterrissage, le navigateur devra tenir compte des données permanentes livrées par les documents nautiques (Instructions Nautiques, Channel Pilot, Sailing Directions, Reed's Nautical Almanac, etc.), mais aussi des données variables qui sont celles du jour et de l'heure : le vent, la marée, les courants, la présence d'autres bateaux, etc.
Pa vez prest da zediriañ e rank ar moraer derc'hel kont eus stlennadoù padel an teulioù merdeel (Instructions Nautiques, Channel Pilot, Sailing Directions, Reed's Nautical Almanac, etc.) hag, ouzhpenn, eus stlennadoù ampoentel an deiz hag an eur : an avel, ar mare, ar redennoù, ar bigi all, h.a.
instruction privilégiée
◊ privileged instruction
◊ ditour brientek
― Geriadur ar stlenneg
Rizh ditour o talvout da geweriañ an enankañ/ec'hankañ, na c'hell bezañ erounezet nemet er mod lev.
portrait parlé (« formule signalétique » ou « signalement descriptif »)
◊ ◊ poltred g. geriet, pe denaouad g. ditouriñ pe ditour g. deskrivañ
― Geriadur ar vezekniezh
Deskrivadur urzhiet ha pervezh eus naouusterioù ditouriñ un hinienn e-sell d'he fivadiñ.
registre d'instruction
◊ instruction register
◊ marilh ditour
― Geriadur ar stlenneg
Marilh oc'h enderc'hel an ditour pa vez o vont da vezañ erounezet hag e-doug ma vez dindan erounit.
renseignement
◊ ditour g. ; stlenn g. ; stlennad g. ; kel g. ; kelad g.
― Geriadur an armerzh
-
un renseignement (indice)
ditourenn b. ; stlennadenn b.
-
activité de fournir des renseignements
stlennerezh g. ; ditourerezh g. ; kelerezh g.
-
bureau des renseignement
ditourva g.
-
recherche de renseignements
arglask keloù ; kelaouaerezh g. ; stlennaerezh g.
-
pour tous renseignements complémentaires, s'adresser
à evit gouzout hiroc'h, daveiñ da
-
donner des renseignements sur quelqu'un
ditourañ unan bennak
renseignement
◊ ditour g. -où
― Geriadur ar jedoniezh
signal-symptôme
◊ signal-symptom
◊ azon g. ditour
― Geriadur ar vezekniezh
Azon o kevaraezañ delec'hiañ sez un anaf eus an nervgreizennoù (kridoù o teraouiñ atav dre an un rannbarzh en droukfell jaksonek).