1 (Fizik) dazrannañ ur strinkenn pe ur veinenn hervez talennoù brientek (talennoù disfaout). 2 (Surjianerezh) disrannañ daou organ pe daou furmadur hervez ur gwele naturel pe un dalenn araezus.
Gwikefre deskrivet gant Melanie Klein ha sellet ganti evel an difenn kezivikañ ouzh an enkrez : an ergerc’henn, buket outi al luzadoù erotek ha distrujus, a vez faoutet, rannet etre un ergerc’henn “vat” hag un ergerc’henn “fall” o devo pep a donkad distag e c’hoari ar gougantañ hag an ervannañ. C’hoarvezout a ra disfaout an ergerc’henn er savlec’h paranoidel-skizoidel ma toug war ergerc’hennoù darnel. E adkavout a reer er savlec’h gouvidel ma toug neuze war an ergerc’henn hollel.
En ur ser ez a disfaout an ergerc’hennoù gant un disfaout keñverek eus ar me etre me “mat” ha me “fall”, ar me o vezañ amparet, gouez d’ar skol gleinek, diwar-bouez gougantadur an ergerc’hennoù.
Termen arveret gant Freud da aroueziñ un anadenn dibar a stader er fetichegezh hag er psikozioù : ar genvezañs e-barzh ar me eus daou emzalc’h e-keñver an draelezh e kement ma teu houmañ da gontroliañ un diarc’h a-berzh luzad : an eil o kantvout an draelezh, egile oc’h ezkantvout an draelezh hag oc’h erlec’hiañ outi un dedaolad eus an eriunañ, — an daou emzalc’h o trebadout kichen-ha-kichen hep etrelevezon.
Ar fetichourion “diouzh un tu a c’hourzhod ar verzadenn he deus diskouezet dezho an diouer a galc’h en organ-genel ar vaouez, […] diouzh an tu all a anavez an diouer-se hag a denn anezhañ an dezastumadoù reizh. Trebadout a ra an daou emzalc’h-se kichen-ha-kichen o buhez-pad hep en em levezoniñ”.
Teskad kammneuziadoù diwar wariadennoù an diorren rizhellel eus rann araok al lagad (lersae, kornsae, kanevedenn, lavnenn vevennus adreñv) (sl. embryotoxon, glaucome congénital).