(Gwadouriezh) emdreiñ adalek ar bongelligoù betek ar c'helligoù azv, anezhañ div bazenn : 1) an desavelañ o tegouezhout gant diaraogerioù spesadel pep ac'had, 2) an azviñ, ma tinod proteinoù spesadel an ac'hadoù.
Destladur etrevroadel an antigenoù diforc'hekaat pe merkerioù a-gennenn ; ar re-mañ, bennozh da antikorfoù unskodien, a dalvez da hennadiñ an elfennoù luniek eus ar gwad emaint lenet ouzh ar gorre anezho ; e se, ar rummoù CD 1 da CD 8 a ra dinoiñ al limfokit T, CD 19 da CD 24 al limfokit B, CD 14 ar monokit, CD 15 ar granulokit, CD 11 da CD 13 ar monokit hag ar granulokit.
Molekul loet e gorre kelligoù 'zo, elfennoù luniek ar gwad pergen, a ro an hennaderezh anezho an tu da zinoiñ stad diforc'hekaat ar c'helligoù ; talvezout a reont da risha al leukokit bonan ha kleñvedel ha da zewerzhañ an isgreadoù limfokit T4 ha T8.