Preder
altération ballonisante, dégénérescence ballonisanteballooning degenerationdic'henezhadur g. gloevennus ― Geriadur ar vezekniezh

Dic'henezhadur ar c'helligoù epitelel naouus d'an dermatozioù diwar viruz (eror, senkl, brec'h nij), ma revez kevret usvent ar c'helligoù, neuz sklaer o c'hitoplasmoù, kraoñelloù euzhek alies, alese furmidigezh ur gavenn glogorennek e-barzh an ezkroc'hen.

colloïde : dégénérescence ∼colloid degenerationdic'henezhadur g. kolloidel ― Geriadur ar vezekniezh

Treuzfurmadur kelligoù yoc'hennoù yud 'zo en ur meni kaot.

dégénérescencedic'henezhadur g. -ioù ― Geriadur ar fizik
dégénérescence hépatolenticulaire, syndrome hépatostriéhepatolenticular degenerationdic'henezhadur avuferegel, azoniad avurizennegel ― Geriadur ar vezekniezh

Naoued hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek enkilek, oc'h anadiñ gant ar grennarded hag an oadourion yaouank, naouus 1) ent klinikel, dre 1a) erzerc'hadoù empenn : dic'henezhadur eus ar c'horfoù rizennek (kleñved Wilson) pe eus gronnoù an diaz (gaouskleroz strewek Westphal-Strümpell) 1b) un tizhad avu, o tedreiñ trema ar c'hirroz, 1c) strafuilhoù livegennel, trogornsaeenn Kayser-Fleischer da gentañ penn, 1d) strafuilhoù anarstal a 'r bred, a 'r gwad, a 'n eskern, a 'n enborc'hañ, a 'r glukozarouleviañ, 2) ent amglinikel, dre droazhusvorc'h an amindrenkennoù ha migennevid ar c'houevr, hemañ o vezañ ezvezant er vestl, azdalc'het er gwiadoù hag ezvorc'het afonn gant al lounezhi.

dégénérescence, dégénérationdegenerationdic'henezhañ, dic'henezhadur g. ― Geriadur ar vezekniezh

Disleberadur hollel pe darnel ur bevedeg ; en Neuzkleñvedouriezh, daskemm ur gwiad pe un organ treuzfurmet o c'helligoù en un danvezenn anniñv kollet ganti nep perzh arc'hwelel.

dégénérescence : réaction de ∼, réaction de ralentissementreaction of degenerationerwezh g. dic'henezhadur, erwezh gorrekaat ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad an anadennoù oc'h erzerc'haat astal an nervreüsted e par an neuron loc'hañ trobarzhel : anvroudadusted an nervenn ouzh ar redoù galvaniek ha faradek, anvroudadusted ar c'haher ouzh ar red faradek, erwezh gorrek ar c'haher ouzh ar broudañ galvaniek.

Doyne : dégénérescence maculaire de ∼Doyne's honeycomb choroidopathydic'henezhadur g. ar vrizhenn Doyne, tolgennsaead b. terennheñvel Doyne ― Geriadur ar vezekniezh

Dic'henezhadur kolloidel hêrezhel eus lodenn greiz al luc'hsae ; en dro d'ar vrizhenn e noter ur marelladur bosigoù melen heñvel ouzh terennoù mel ; gant an amzer e c'hell darvezout gwadliñvoù hag anteñv al luc'hsae ha, da heul, strafuilhoù ar gweled.

Haab : dégénérescence maculaire de ∼Haab's macular degenerationdic'henezhadur g. brizhennel Haab ― Geriadur ar vezekniezh

Anaf dic'henezhadel brizhenn al luc'hsae a stader gant ar c'hozhiad, alies daouduek hag o tec'han koll ar gweled kreiz.

hépatite familiale juvénile avec dégénérescence du corps strié, maladie de WilsonWilson's diseaseavufo familhel ar yaouerion gant dic'henezhadur ar rizenneg, kleñved Wilson ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved hêrezhel a stader gant ar vugale hag an dud yaouank, o teraouiñ a-wechoù dre un ikter leiek, naouus dre ur reuter dasstrizhek hag ur c'hrenerezh, ur walenn staenek war wrimenn ar gornsae (trogornsaeenn Kayser-Fleischer), strafuilhoù bred (tuzumadur kefredel, gourboz) hep envedi ; treuzfurmet eo bet an dedroadur, marvus ent emdarzh, gant ar prederiañ dre ar c'helaterioù (D-penikillamin) ; ent neuziadurel ez eo naouus kleñved Wilson dre gevreted un avufo nozelek ha dic'henezhadur ar rizenneg (sl.  chélateur, dégénérescence hépatolenticulaire).

hérédodégénérescence (pe hérédodégénération) spinocérébelleusespinocerebellar heredodegenerative syndromedic'henezhadur g. livenn-ilpenn a-hêrezh ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad genadel lakaet war ur stroll anaezioù boutin etrezo an treuzkas hêrezhel, ar furmadurioù gwazhet, ar mod dedreiñ : kleñved Friedrich, ankedre ilpennel a-hêrezh, treuzseizi dasstrizhek familhel Strümpell ha Lorrain ; gant aozerion 'zo e vez ouzhpennet kaheristeñv Charcot-Marie-Tooth, misav andamougel ahêrezh Roussy ha Lévy, skleroz kostezel kaheristeñvel yaouerel, h.a.

hérédodégénérescence choriorétinienne ◊ ◊ dic'henezhadur tolgenn-luc'hsae a-hêrezh ― Geriadur ar vezekniezh

Daralladur hêrezhel kentrat ha pazennek an dolgennsae hag al luc'hsae.

idiotie amaurotique familialeamaurotic familial idiocy, maculocerebral degenerationdiodezh steuzwelel familhel, dic'henezhadur brizhennempennel ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad ur stroll dilerc'hegezhioù hêrezhel kevredet gant anafoù deun al lagad diwar un namm hilel treuzkaset er mod enkilek, naouus dre zic'henezhadur kelligoù an nervreizhiad kreiz aloubet gant gangliozidoù (sl.  gangliosidose).

ramollissement graisseux des osbone fatty degenerationboukadur behinek an eskern pe dic'henezhadur behinek an eskern ― Geriadur ar vezekniezh

Dic'henezhadur an eskern naouus dre un usvent eus ar c'havennoù mel ha dre vezañs ul liñvenn eoulek e mel ar steuñvenn spoueek. Arsellet e vez e torzhellegezh an eskern.

réaction de dégénérescencereaction of degenerationerwezh g. dic'henezhadur, erwezh gorrekaat ― Geriadur ar vezekniezh

(sl. dégénérescence : réaction de ).

Sorsby : dégénérescence maculaire pseudo-inflammatoire de ∼Sorsby's macula degenerationdic'henezhadur g. brizhenn gaoufoel Sorsby ― Geriadur ar vezekniezh

Tolgennkornsaefo foel kreiz heuliet gant isteñv brizhenn al luc'hsae.

wallérienne : dégénérescence ∼wallerian syndromedic'henezhañ Waller, dic'henezhadur g. wallerek ― Geriadur ar vezekniezh

Un nervwienn, pa vez troc'het pe flastret, ar parzh pellek e-keñver an anaf (eleze rann an akson dispartiet diouzh ar c'horf kellig oc'h enderc'hel ar graoñell) zo o vont da zic'henezhañ hervez un argerzh anvet dic'henezhañ Waller pe dic'henezhadur wallerek . Traoliet e vez an aksonoù hag ar feurioù mielin anezho gant ar makrofag ha gant kelligoù Schwann, pezh a zevoud un isteñv eus kaherwiennoù buk an nervenn anafet. Neoazh, feurioù Schwann (an neurolemmoù) an nervwiennoù a zreistpad e rezh korzennoù goullonderet an endalc'had anezho . War-lerc'h 96 eurvezh e kas penn nezek an nervwienn broñsoù astiñvañ etrezek ar c'horzennoù-se, dedennet ma 'z int gant ar parennoù kreskiñ dedaolet er c'horzennoù gant ar c'helligoù Schwann, gant ma ne ve ket re vras ar pellder etrezo. E-se ez adkresk an nervwiennoù e korzennoù an nervennoù, betek tizhout ar gigenn vuk ouzh he aznervaouiñ. E ken kaz ma ve re bell ar broñsoù astiñvañ diouzh korzennoù an nervennoù, emañ ur ratreañ surjianel en ervez da wellaat ar chañsoù aznervaouiñ.