Kresk an dispign gremm a-geñver strizh gant natur ar maguzennoù euvret.
Mod derannañ ma vez dibabet an derannadourion hervez dezverkoù savelet en amzer werc'hel.
Doare da intent an anadennoù bred evel disoc’h eus ar c’henniñv hag eus kenstriv nerzhoù a zo, e dibenn dezrann, a orin luzadel. Dialuskegezh ar bred a ro da gompren an harzder ouzh diraez an diemouez ha war un dro ar broustennoù o sevel diwarnañ. Ent deskrivadurel, an termen diemouez a verk kement a vez er-maez eus maezienn weredel an emouezañ hag e-se emañ ar ragemouez e-barzh ; ent dialuskel avat, an hevelep termen a arouez “n’eo ket mennozioù enkelat dre-vras, hogen mennozioù dezho dialusk, mennozioù o chom disparti diouzh an emouezañ en desped d’o c’hreñvder ha d’o niñvegezh”.
Rizh memor ma vez klenket ar stlenn en ur gellig eus ar skor e-doug ur pad harzek hep-mui. Evit na ve ket kollet ar stlenn e ranker e azbevaat a wechoù ingal. War se e reer da hollad ar stlennadoù amredek e diabarzh ar vemor. Anvadoù all ar vemor dialuskel : memor amredat , memor drebunat , memor dreledat .
Hentenn dreolouriezh da ziskoulmañ ar c'hudennoù a rizh reoliñ gwellek.
Sl. [translation dynamique]
Gwezhiañ renet war ur goulev kargadus, o talvout da ensezañ ar goulev e nep lec'h dieub bras a-walc'h eus pennvemor un urzhiataer. Graet e vez neuze an treuzkludañ ennegoù n'eo ket da geñver ar c'hargañ met da boent an erounit, dre arverañ marilhoù treuzkludañ.