Hennadiñ ur c'hleñved dre zezren diwar an elfennoù pourchaset gant an imbourc'hioù klinikel hag amglinikel.
Imbourc'h war ar rizhell pe ar grouell dre araezioù stenwereadel, bevoniel, gwiadoniel war-benn dizoleiñ kammneuziadoù.
Prouad diazezet war arglask an hormon korionel gonadotrofek (hCG) — gourfaoterek e-doug ar vrazezded — e-barzh troazh pe gwad ar vaouez da imbourc'hiñ ; dilezet eo hiziv an araezad a oa dinoiñ gwered an ensinklañ troazh pe gwadveiz war stirad ganadel loened imbourc'hva ; hiziv ez arverer hentennoù herrekoc'h ha resisoc'h (hangaeoniel, skinhangaeoniel, hangaeenzimatek, hangaegendreluc'hel).
Diazezet e-pad pell war erwezh Wassermann e harp bremañ an deznaou war erwezhioù ersoliadel pe skoueriek arnevez (VDRL, TPHA, FTA abs. test).