Ardaoliñ ur werzhad d'un argemmenn. An ditour deverkañ a noter diwar-bouez un arouez dibarek evel =, :=, ← h.a. Gwerzh ar riñvenn loet a-zehou d'an deverkad a vez renket en argemmenn a zo he anv loet a-gleiz.
Gwezhiañ renet gant oberataer pe gourseller reizhiad korvoiñ un urzhiataer war-benn mirout arver un drobarzhell evit un arveriad e-doug un amzer lavaret. An deverkañ a c'haller ober a-raok luskañ ar c'heweriad - tro rizhek al labour e rezh ar c'heweriañ dre lodoù -, pe d'an ampoent dik ma vez ret - tro rizhek al labour e rezh ar rannañ amzer.