Dazgwered o reiñ an tu da ziournat strafuilhoù kennevid an amindrenkennoù : dinoet e vez ar vezañs eus amindrenkennoù sulfuret (kistin, homokistin) dre al livrezh ruz a zeu gant an troazh pa azdoder outañ kianidenn galiom ha nitroprusiat natriom.
Malzenniñ ul livrizhenn melanin pa azdoder outi gwadveiz ur paludeg ; merk ar pare e ve ezvezañs an dazgwered.
Dispenn an hemati bet kizidikaet gant un antikorf spesadel dindan wered ar glokaenn.
Dazgwered dastrann ar glokaenn arveret da zeznaouiñ furmoù henek kleñved Chagas (sl. Chagas : maladie de ∼ ).
Lankad eus ar c'hennevid kelligel o tisoc'h, dindan delanvad anadennoù oksiderezh, gant kildreuzfurmiñ e glukidoù un darn vras eus an drenkenn laktek furmet he unan a-ziagent dre berzh goidigezh glukidoù end-eeun : anadenn enaozañ a stader alies e-kerz an analerezh kelligel.
Dazgwered naouus d'ar mononukleoz poreel ; e-barzh gwadveiz gouziviaded ar c'hleñved-se e vez aglutininoù spesadel (antikorfoù heterofil eus ar stroll IgM) o vuiaat a-vras e c'halloud da zazgludañ hemati an dañvad ; da notañ ez eus degouezhioù mononukleoz poreel ma vez nac'hek prouad P.-B.-D. (sl. agglutination, agglutinine, mononucléose infectieuse).
Malzenniñ ar gwadveiz pa azdoder ur gediuzenn diwar sulfat amoniom. An douested anezhañ a zitour bec'h ar gammaglobulinoù gwadveiz.
Diwanadur un dierc'had er gwadveiz pa atoder un dileizhenn glikokolat natriom. Hervez Porges, ne revez an dazgwered-se nemet gant ar sifiliteion.
Dazgwered a c'hoarvez pa ged un antigen gant un antikorf spesadel.
Prouad o kevaraezañ digemmañ ar fennadoù foel diouzh ar re a orin treloc'hel : lezel a reer da gouezhañ un nebeut takennoù eus al levruzenn da imbourc'hiñ e-barzh dour strilh azdodet ennañ ul lommig trenkenn aketek ; leidek ez a al liñvenn pa vez kel eus un naouezenn ha boull e chom en degouezh kontrol (trenaouezenn). Dazgwered dispredet.
Dazgwered malzenniñ en dour strilh a zevoud dierc'hadur euglobulinoù ar gwadveiz. Yaek evit ar c'hala-azar, ar baludegezh, ar c'hirrozioù ha makroglobulinemiezh Waldenström. Dispredet eo ar prouad-se.
Dazgwered dierc'hiñ ha dislivañ un dileizhenn sec'hdarzhad kloridenn vevargantek (HgCl 2 ) ha fuksin, pa azdoder gwadveiz klañvourion tizhet gant ar c'hirroz, gant ur skorted avu bras hag a-wechoù gant kankr an avu, pe pa azdoder liñvenn benn-kein klañvourion tizhet gant ar sifiliz nervel pe ar pilhonfo. An dazgwered-se ned eo ket spesadel, ha dispredet eo.
Dazgwered, dilezet hiviziken, arveret da zeznaouiñ ar sifiliz nervel : liñvenn benn-kein an nervahel mesket gant eliksir paregorek a zevoud ar malzenniñ.
Dazgwered arveret er vezekniezh lezennel da arglask bezañs gwad en takadoù dindan c'housell, diazezet war dreuzfurmadur an hemoglobin e strinkennoù hemin (anvet strinkennoù Teichmann), goude danzeadur dre an drenkenn aketek berv ha diaezhennadur.
Malzenniñ ar gwadveiz pa azdoder un dileizhenn dimol. Kreñvder an dazgwered a gresk evit ikterioù dre avufo, tra ma vez reol e degouezh an ikterioù dre azdalc'h ; emañ a-zalc'h gant bec'h ar β-lipoproteinoù ha hini an immunoglobulinoù M er gwadveiz. Gwerzhadoù reol : izeloc'h eget 1 derez MacLagan, izeloc'h eget 10 derez Vernes, izeloc'h eget 40 derez Meunier. Dilezet eo bet an dazgwered-se.-lipoproteinoù ha hini an immunoglobulinoù M er gwadveiz. Gwerzhadoù reol : izeloc'h eget 1 derez MacLagan, izeloc'h eget 10 derez Vernes, izeloc'h eget 40 derez Meunier. Dilezet eo bet an dazgwered-se.
Erwezh dinoiñ ar barenn rumatoidel er gwadveizh leteñvel ouzh erwezh Waaler-Rose, ma amsaver an hemati deñved gant hemati denel ORh -, kizidikaet gant antikorfoù antiRh andazgludus. Kollet en deus deur e gounid arglask an antikorfoù anti-CCP (antipeptidoù korvellek kitrullinet), spesadeloc'h d'al liesarzhfo rumatoidel., kizidikaet gant antikorfoù antiRh andazgludus. Kollet en deus deur e gounid arglask an antikorfoù anti-CCP (antipeptidoù korvellek kitrullinet), spesadeloc'h d'al liesarzhfo rumatoidel.
Dazgwered malzenniñ dewerc'het war lavnenn war-benn deznaouiñ ar sifiliz, an anv anezhañ o vezañ teskanv diwar Sz. Venereal Disease Research Laboratory.
Dazgwered amkanet da lakaat war wel bezañ s antikorfoù spesadel gant gouzrec'hioù tizhet gant bilarzioz ; gwadveiz ar glañvourion-se, lakaat e diraez kerkerioù Schistosoma mansoni , a zevoud en dro dezho furmadur ul lienenn.
Dazgwered amkanet da zinoiñ ar barenn rumatoidel. Ar gwadveiz, gant ar barenn ennañ , a zazglud an hemati dañvad kizidikaet a-gent e diraez ur gwadveiz kounikl antidañvad en ur bec'h uheloc'h eget an hini reol. An dazgludañ evit un dizolc'hiñ uheloc'h eget 1/32 zo hogos naouus d'al liesarzfo rumatoidel ; stadet e vez ivez e melennarzfoioù tromaotus 'zo, el lupuz eritem atus lemm strewek hag en dermatomiozit (sl. facteur rhumatoïde ).
Dedalvezadur da zeznaou ar sifiliz eus dazgwered lenañ klokaenn Bordet ha Gengou. Yaek eo e gwadveiz ar glañvourion hag ivez e liñvenn benn-kein ar gouzrec'hioù tizhet gant sifiliz an nervahel. An antigen arveret da gentañ zo bet an avu nevezc'haned tizhet gant sifiliz ganedigel, paot kenan an treponem ennañ . Goude eo bet dewerc'het ivez (Levaditi) an dazgwered-se gant douhennadoù organ où bonan, gant dileizhennoù taorokolat natriom hag ivez gant ur fosfolipid douhennet eus kalon pe kigennoù bioù, ar c'hardiolipin . Gwellaet eo bet dazgwered Wassermann — prouad Kahn, prouad Kolmer — ha ne vez ket mui arveret alies hiziv an deiz, amsavet ma 'z eo bet gant prouadoù all — prouad VDRL (Sz. Venereal Disease Research Laboratory ), prouad RPR (Sz. Rapid Plasma Reagin ) —, diazezet da gentañ war galvezderioù malz enni ñ (Hinton) ha gant kalz nebeut oc'h a zisoc'hoù gaouyaek. Evit gwir, disoc'hoù gaouyaek bevedel ar prouadoù arnevez a erzerc'ha peurvuiañ un naoued grevus all, ur c'hleñved unanhangaeel alies.
Dazgwered amkanet da zinoiñ ur c'hementad bihan a wad hag arveret evit arglask ar gwadliñvoù amguzh e - barzh diouladoù diseurt. An danvezenn da imbourc'h iñ, arwerc'het dre an drenkenn aketek hag an eter, a vez azdodet outi tentur gaiak hag ur banne dour oksigen ; mar bez gwad enni ez eo an tentur gaiak oksidet gant an oksihemoglobin hag e teu ar meskad da vezañ glas.
Dazgwered dazgludañ evit deznaou an tifuz eksantematek, diazezet war an devoud ez eus gant gwadveiz ar glañvourion un dazgludusted e-keñver skodoù 'zo a Proteus (Proteus OX 19).
Dazgwered hangaeel o kevaraezañ deznaou bevoniel kentrat ar vec'hiegi. Bezañs gonadotrofin korionel e troazh ar vaouez dougerez a vez dinoet dre un dazgwered heudañ an hemati zazgludañ gouzañvat. Hemati, lenet warno an hormon -se, n'int ket mui evit bezañ dazgludet gant an hangaewadveiz keñverek, mard eo bet mesket hennezh a-rakwez gant un troazh ennañ an kez hormon .
Malz enni ñ gwadveizoù kleñvedel 'zo (stadoù foel : liesarzfo rumatoidel, sifiliz, poreoù, kleñvedoù ar gwad, h.a.), dre azdodiñ sulfat kadmiom. A - zalc'h gant bec'h ar γ -globulinoù hag an α -globulinoù gwadveiz, ez eo aet dispredet hiviziken.
Dazgwered livventerezhel arveret evit dezventañ ar 17-ketokortikoid, mouk al livrezh anezho en ur metoù alkaliek e diraez metadinitrobenzen.