Doareoù prederiañ kinniget en erlec'h ouzh ar vezekniezh klasel, kefridiel ; anvadoù all arveret evit an hentennoù dazeilat : m. klokaat (Gl. m. complé-mentaires), m. erlec'hiat (Gl. m. de remplacement), m. kuñv (Gl. m. douces), m. diastur (Gl. m. parallèles) .
Hent blivaat ar glokaenn engwezhiet war-eeun en ezvezañs antikorfoù gant lies danvezenn enno luniadoù polisakarid (inulin, zimozan, bakteri). En kez hent ez eus proteinoù blivaat (C3, parenn B, parenn D, properdin) ha proteinoù reoliñ ( β 1H, C3b ezniñver) (sl. complément ha facteur B, properdine ).