La résonance peut provoquer des oscillations dans les câbles (lignes électriques, drisses, etc.) et risque d'entraîner leur rupture.
An dasson a c'hell devoudañ er funioù (linennoù tredan, drisoù, h.a.) luskelladoù a vo war riskl d'o zerriñ.
Anadenn o c'hoarvezout dindan meur a arvez hag e lies domani eus ar fizik : sten, tredan, treloc'h, luc'h, derc'han (spin)… An deskrivadur anezhi zo hennezh : ampladur eus ar “respont” pe eus heled froumoù ur reizhiad bennak (an dassoner), a-gevreizh gant talm an argrid hag a-zalc'h ouzh talm piaouel naouus d'ar reizhiad. C'hoarvezout a ra an dasson — en hanren antraoladel — evel-henn : pa vez talm f an argrider par da dalm piaouel an argrider par da dalm piaouel f 0 an dassoner e kenglot ar skogoù devoudet gant an argrider ouzh luskelladoù piaouel an dassoner.