Stad ur reizhiad korvoiñ pa sav ar bec'h gougorzhet gant an argerzhioù diseurt betek ar gwehin eizik o tevoudañ an diflosk.
(Pell.) Stad ur rouedad dezougen o tegemer muioc'h stlennadoù eget a c'hell dehentiñ hag o vont da fall dre se he digonadoù.
Hogennadur gwad e gwazhied ur parzh korf, un organ ; kemm a lakaer etre an darwazh oberiat (Gl. congestion active, fluxion), strummad a-dalmerenn diwar un danijenn pe un hegeuz lec'hel, hag an darwazh gouzañvat, pe dassav, gourwad dassavel (Gl. congestion passive, stase), diwar ur reñver gwad er gwazhiennoù diwar gorregañ pe skoilhañ an amred distro.
Tanijenn lemm gant gourwad (sl. congestion).
NOTENN : Gl. fluxion a denner da arverañ hepken er c'herienn fluxion dentaire, koeñvadur foel gwiad kellaouek ar jod hag ar vunsun diwar un danijenn dent.