Rizh ergerc’hennoù a zo buket outo al luzadoù darnel. Bez’ ez int parzhioù eus ar c’horf, trael pe eriunellel (bronn, kaoc’h, kalc’h), pe o c’hevatalioù argelel. Un den ivez a c’hell bezañ hevelebet ouzh un ergerc’henn darnel.
Ar vredelfennerion eus skol Melanie Klein eo o deus degaset an termen ha roet dezhañ ar pouez en deus hiziv. Koulskoude edo ar c’heal gant Freud endeo, da skouer pa save roll ar c’hevatalderioù etre ergerc’hennoù darnel (bugel = kalc’h = kaoc’h = arc’hant = prof). Melanie Klein a ziskouezas e vez ardaolet ent eriunellel d’an ergerc’henn darnel doareoù a zo re ur person (ergerc’henn heskinus, dizoanius, madelezhus, h.a.).
Darn ar gwask hollel diorreet gant an aezhenn-se er meskad aezhel pe liñvel : Gd = Gh × % (Gd = gwask darnel, Gh = gwask hollel, % feur an aezhenn desellet er meskad, eleze he rann volel). Er c'hempouez, gwask darnel an aezhenn en arvez liñvel zo par d'ar gwask darnel anezhi en arvez aezhel. Bec'h an aezhenn er meskad liñvel a jeder dre an daveadur : B = D × Gd gant B = bec'h an aezhenn, D = dileizhadusted an aezhenn ha Gd = gwask darnel an aezhenn. Gd gant B = bec'h an aezhenn, D = dileizhadusted an aezhenn ha Gd = gwask darnel an aezhenn.
An termen-mañ a dalvez da aroueziñ an unvezioù diwezhañ ma kouezh ar bredelfennañ ganto oc’h imbourc’hiñ ar revelezh. Pep hini a c’hoarvez eus un andon (alese ar spesadurioù luzad genaouel, luzad fraezhel, h.a.) hag ur pal (alese ar spesadurioù luzad-gwelout, luzad-gavaelañ, h.a.).
An adanv “darnel” ne verk ket hepken ez eo al luzadoù darnel spesadoù renket e rumm hollek al luzad revel ; da intent eo en ur ster dedarzhel ha luniadel : arc’hwelañ a ra al luzadoù ent dizalc’h da gentañ ha tennañ d’en em unaniñ e-barzh ar frammadurioù libidinel diseurt.
Arselladus eo c’hoari al luzadoù darnel gant oberiezhoù revel tachadel ar bugel (“troziadegezh liesstumm”), gant plijadurioù-prientiñ ar gread revel ha troziadezhioù an oadour.
Kendave eo meizad al luzad darnel d’ar meizadoù a hollad, a frammad. Dezrann ur frammadur revel a lak war wel al luzadoù a ya d’ober ar c’hedrannoù gougevan outañ. Goût a ouzer ez arc’hwel al luzadoù darnel ent dizalc’h ha digenurzh e derou an hoali a-raok en em frammañ.