En ur skeudenn, kemm sked etre daou boent amezek.
Kalvezder korrgreskerel arveret da ziforc'hiñ luniadoù na vez kemm etrezo nemet dre o feuriader gouskogañ.
Er skeudennerezh mezegel, danvezenn diounezet dre ar genoù, ar fraezh, ar gouin, ar c'han troazh, ar wazhienn pe ensinklet en un arzkavenn evit lakaat war wel neuz an organoù dre ar skin-, ar sten- pe an derc'hanwereañ pe dre an dasson gwarellel ; er skinlunerezh e komzer ivez eus aozadoù skindemer, demeraerioù (Gl. produits radio-opaques, opacifiants).
Sulfat bariom e rezh un arlugad dourel, arveret dreist holl evit skinimbourc'hiñ ar ganol vezhur.
Bez' ez eus daou rizh a iodaozadoù : ar re zourzileizh a c'hell bezañ diounezet ent genaouel (bestlgellennluniñ) pe ent engwazhiedennel (lestrluniñ) hag ar re zruzenndileizh arveret evit imbourc'hiñ ar c'havennoù ankehent gant ar wazhiadurezh.