Erzerc'had dibarek a 'n darfell, barradoù ma vez ar gouziviad dizehan o fiñval, o piklammat, o treiñ penn a-gleiz hag a-zehoù, o treveziñ jestroù micherel, da skouer re ar gov o skeiñ war e annev.
1 Keal a gaver e wrizioù en Henved koshañ (Egipt), assammet gant ar vezeion c'hresian (Hippokrates, Platon), a oa hini ul liamm etre ar grozh ha kleñvedoù 'zo a 'r beneved (hGr. <usterik'os “histerek") ; etre ar 17t hag an 20t kantved e strivad da azneveziñ intenterezh ar strafuilhoù dindan an anvad “hystérie”, “hysteria” (Sydenham, Mesmer, Charcot, Freud) ; hemañ diwezhañ eo a ginnigas evit an Hysterie un displegadur gouiziel hag ur staelad etouez ar bredanaezioù, dre he rannañ e lies furm : Angsthysterie (darfell enkrez) ma vez an arur an azon pennañ, Konversionshysterie (darfell amdreiñ) ma eztaol ar gouziviad e genniñv bred e rezh azonoù kreudel (peluz, aneraez, gostoù), traumatische Hysterie (darfell daraezel), h.a. ; hiziv ne vez ket arveret nemeur an termen hystérie, darfell er Vezekniezh, en abeg d'ar c'hennotadur gwashaus hag ivez pa denner da erlec'hiañ un hanc'herieg bredkreudel ouzh prezeg ar Bredelfennerezh (sl. névrose).
Furm darfell merket dreist-holl gant azonoù amdroadel. “Bez’ ez eus un darfell amdreiñ pur hep tamm enkrez, evel ma’z eus un darfell enkrez azonet gant santadennoù enkrez hag arurioù hep ma ve amdroadoù ouzhpenn.” (Sl. CONVERSION).
Furm darfell diforc’het gant Freud e 1894-1895 diouzh an div furm all, an darfell hipnoidel hag an darfell azdalc’h. Trec’h e vez ennañ an oberiezh-difenn embreget ouzh an derc’hadoù e tro da zegas kantaezadoù divlizus. Hogen pa verzas Freud e vez an difenn o c’hoari e-barzh kement furm ’zo a zarfell, e paouezas a arverañ an termen-mañ.
Furm darfell savelet gant Breuer ha Freud e 1894-1895 e kemm ouzh an div furm all, an darfell hipnoidel hag an darfell difenn. Merket eo gant an devoud ne c’hell ket kantaezadoù ’zo, dre berzh amveziadoù diavaez dilañsus pergen, bezañ dianerwezhiet. Deskrivus kentoc’h eget displegus, e voe keal an azdalc’h dilezet a-barzh pell gant Freud goude m’en devoe dizoloet edo bepred an difenn e devoud an azdalc’h.
Termen degaset gant Freud da hiniennekaat un neuroz a zo an arur e azon-kreiz, ivez evit pouezañ war an heñvelderioù luniadur etrezañ hag an darfell amdreiñ.
Arurioù a gaver e bredkleñvedoù diseurt, da skouer en neuroz mac’hennel hag er skizofreniezh. Bez’ ez eus evelkent un neuroz ma’z eo an arur an azon pennañ, an neuroz arurel eo. An diforc’h etrezañ hag an darfell amdreiñ zo e par tonkad al libido distaget diouzh an derc’hadoù arvoustret : en darfell enkrez, ned eo ket amdroet al libido-se, hogen dilaosket e stumm enkrez ; furmadur an azonoù arurel a c’hoarvezo “dre ur c’hwel bred oc’h embreger diouzhtu war-benn eren en-dro an enkrez aet diere”. Peurliesañ e kemerer da heñvelsterioù darfell enkrez ha neuroz arurel. Koulskoude, “darfell enkrez” a ro brasoc’h pouez da wikefre amparus an neuroz, ha d’an devoud e c’hoarvez an treuzlec’hiañ war un ergerc’henn arur a eil lank goude diflukadur an enkrez diere, distag diouzh nep ergerc’henn.
Termen arveret gant Breuer ha Freud e 1894-1895 : furm darfell a ve he orin er stadoù hipnoidel ; ned eo ket ar gouzrec’h evit gougevaniñ ouzh e bersonelezh an derc’hadoù diwanet da-geñver ar stadoù-se ; alese ez eont da amparañ ur gronnad bred disrann, diemouez, en araez da zevoudañ gweredoù kleñvedus. Distaolet e voe an termen gant Freud en kavas “dreistezhomm ha touellus”.
Rizhenn darfell deskrivet gant Charcot etre 1880 ha 1890 : da heul un daraez korf, e stader azonoù kreudel, peluzioù dreist-holl, oc’h anadiñ goude ur prantad enkel alies, hep ma c’hallfed o displegañ dre ur wikefre vevedel. (sl. NÉVROSE TRAUMATIQUE ; TRAUMA, TRAUMATISME (PSYCHIQUE)).
Rummad neurozioù dezho taolennoù klinikel diseurt. An div furm hiniennekañ zo an darfell amdreiñ m’en em gav argelet ar c’henniñv bred diwar-bouez azonoù korf liesneuz, gwech grezvarrek (kaouadoù from ha c’hoarivaegezh), gwech padusoc’h (aneraezioù, peluzioù darfellel, “boull” er gorzailhenn, h.a.), hag an darfell enkrez ma vez glenet stabil pe stabiloc’h an enkrez ouzh un ergerc’henn diavaez (arurioù). Dre lakaat a-wel en darfell amdreiñ an tresoù arbennel hag ardarzhel-diazez eo en deus gallet Freud destagañ ouzh un hevelep frammadur eus ar bersonelezh taolennoù klinikel disheñvel zoken pa vanke enno an arurioù pe an amdroadoù.
Spesadegezh an darfell zo da gavout en ur rizhenn dibarek a hevelebiñ, e gwikefreoù ’zo (an arvoustrañ dreist-holl, alies erzerc’h), en dont war wel eus ar c’henniñv edipel, c’hoariet peurliesañ er gwereoù kastrel ha genaouel eus al libido.