Preder
cataracte traumatiquetraumatic cataractferennlug daraezel, ferennlug diandaraez ― Geriadur ar vezekniezh

Demerâd ar ferenn hevonn pe get o tarvezout da heul un daraez a 'l lagad, kreuad eeun pe gouli ebarzhus.

céphalhydrocèle traumatiquetraumatic cephalhydroceledourvozhellb̃. daraezel ar c'hlopenn ― Geriadur ar vezekniezh

Yoc'henn o sezañ dindan ar brigenn, enni liñvenn benn-kein ; darvezout a ra gant ar bugel diwar un odead daraezel er volzpenn (torr, disvellez).

encéphalite traumatique, démence traumatique, démence des boxeurs, syndrome de Homendementia pugilistica, punch drunkempennfo daraezel, empennfo ar vokserion, envedi b. daraezel, envedi ar vokserion ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad anadennoù nervel a stader gant ar vokserion a vicher, anezho un dizampartiz war washaat, digenurzh ar fiñvoù, krenerezh, a-wechoù reuter, migevaot ha divig kefredel ; gorrek hag argreskus eo an dedreiñ.

Hystérie traumatique.traumatische Hysterie.traumatic hysteria.darfell daraezel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Rizhenn darfell deskrivet gant Charcot etre 1880 ha 1890 : da heul un daraez korf, e stader azonoù kreudel, peluzioù dreist-holl, oc’h anadiñ goude ur prantad enkel alies, hep ma c’hallfed o displegañ dre ur wikefre vevedel. (sl. NÉVROSE TRAUMATIQUE ; TRAUMA, TRAUMATISME (PSYCHIQUE)).

névrose traumatiquetraumatic neurosisneuroz daraezien pe daraezel ― Geriadur ar vezekniezh

Termen kentradet gant Oppenheim e 1889 evit aroueziñ ar strafuilhoù bred o tarvezout gant reuzidi un dirfeud (darvoud an dezougen, koul, gourmest naturel), deskrivet e ser un daolenn glinikel klasel : enkrez, skuizhnez, mihun, o vont betek ar strafuilhoù bred muiek : kefroù, arluz, saouzan, malouen (sl.  commotionnel : syndrome ) ; Freud a glokaas deskrivadur Oppenheim dre savlec'hiañ an daraez en istor ar gouzrec'h, a) dre ober anezhañ un delanker o tiskuliañ ul luniad neurozel rakvezant, b) dre zeskrivañ an daraez evel deuet gougevan ouzh diemouez ar reuzied, o tasperzhiañ en e wikefreoù hag o tec'han argeziadoù dianerwezhiañ arreet.

NOTENN : Ur yezh resis a c'hallfe dispartiañ an neuroz daraezien hervez Oppenheim diouzh an neuroz daraezel hervez Freud.

Névrose traumatique.traumatische Neurose.traumatic neurosis.neuroz daraezel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Rizh neuroz a ziwan e azonoù da heul ur stroñs fromel c’hoarvezet en ur blegenn buhezet evel argollus. Da-geñver ar stroñs e vez ur barrad enkrez lemm a c’hell devoudañ kefroù, malouen, arluz. An emdroadur, o tiskouez an aliesañ da gentañ un entremez mut, a ro tro da zigemmañ daou zegouezh :

a) An daraez a c’hoari evel delanker, o tiskoachañ ul luniadur neurozel kentvezant.

b) An daraez zo devoudus, o pourchas e endalc’h d’an azon (malañ eñvor an darvoud daraezus, hurlink arreat, strafuilhoù kousked, h.a.), an azon o c’hoari evel ur striv da eren ha da zianerwezhiañ an daraez ; seurt glenadur ouzh an daraez a zegas gantañ un heudadur don pe donoc’h eus obererezh ar gouzrec’h. D’an daolenn-mañ diwezhañ end-eeun e ro Freud hag ar vredelfennerion an anv a neuroz daraezel.

Dav eo notañ ez eus daou ster d’an termen daraez. Ur ster kreudel, surjianerezhel, oc’h emplegañ anafoù — en degouezh-mañ anafoù er reizhiad nervel, erzerc’h, pe mikroskopek, oc’h anadiñ ent klinikel e stumm ur bleuz. Ur ster bredel, pa zeu un darvoud da lakaat en argoll frammadur bred ar gouzrec’h ; en degouezh-mañ eo e ra Freud anv eus ar saouzan, “stad o c’hoarvezout pa gouezher en ur blegenn dañjerus hep bezañ eraoz outi” (sl. EFFROI). Anat eo e c’hell un daraez bred diwanañ diwar un daraez kreud. Ar gudenn a sav neuze war an dachenn eo dispartiañ e devouderezh ar strafuilhoù al lod o tennañ d’ar greudelezh, d’an neurologiezh rik, diouzh al lod a zo meizadus dre ur wikefre neurozel.

Sl. TRAUMA, TRAUMATISME (PSYCHIQUE).