Preder
bibloc, bloc de branche bilatéralbiblock, bilateral bundle branch blocktolc'had g. barr daoudu, daoudolc'had g. ― Geriadur ar vezekniezh

Mire e daou varr an hordenn gentez-kofig (pe hordenn His), anezhañ kevreted un tolc'had barr dehou hag un tolc'had o tizhout un pe an div rann eus ar barr kleiz pe ar c'hef anezhañ.

bilatéraldaoudu ― Geriadur ar jedoniezh
bloc de branche bilatéralbilateral bundle branch blocktolc'had barr daoudu ― Geriadur ar vezekniezh

Kevreted un tolc'had barr dehou hag un tolc'had rann kleiz (sl.  bibloc).

paraspasme facial bilatéral, spasme médian de la facefacial spasm, paraspasmdremmandag g. daoudu ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez dibaot kenan, dedroat, naouus dre zargrezadoù dasstrizhek kigennoù an dremm, o teraouiñ alies dre gigennoù kelc'hennek al lagad (sl.  blépha-rospasme) hag ar genoù.

reins : nécrose corticale bilatérale des ∼renal cortical necrosismarvennad g. daoudu pluskenn al lounezhi ― Geriadur ar vezekniezh

Marvennad heskwadien hollad an elfennoù kelligel eus pluskenn al lounezh (Bloueigoù, epitelienn ar pibelloù nezek pergen, talmerennigoù). Darvezout a ra ar peurliesañ da heul darvoudoù amiegel (Gwatoñv drektorzhienn), dibaotoc'h e-doug ur poreadur, ur pistriadur, un daraez, ur bleuz, un dourisvec'h muiek. Deraouiñ a ra dre un damantroazh trumm e raokadur alies, gant ur c'hoempad hag a-wechoù gant ur gwadloezañ rust. Grevus kenan eo an dedro emdarzh, marvus afo en un daolenn antroazh dieiltro pe daoust da adkrog an troazhvorc'h ; a-wechoù, neoazh, e teu ar pare, gant ur skorted lounezh dilerc'hiat bras avat.