1 Termenoù hollek a dalvez lakaat un dra bennak en ur stad lavaret evit un arver, ur wezhiadenn o tont da heul 2 Lia, gwezher darbaret ar peurliesañ en apotikerezh. Kemm a lakaer etre mestrangevezh, bonangevezh (sl. an termenoù-se) 3 Labour prientiñ e sell d'ur prederiadur, d'un imbourc'h, da skouer darbaradenn gelligouriezh, darbaradenn wiadoniezh 4 Prientiñ ur gouziviad e sell d'un imbourc'hadenn pe d'un oberatadenn. Da skouer e c'haller menegiñ an eraozañ d'ar gwilioudiñ, hentenn vrederaozañ dreist holl, anvet a-wechoù gwilioudiñ dilaur, kevredet gant kalvezderioù diseurt.
Anat un tuadur hefiloc'h, danzeetoc'h evit ar boued graet en doare-se, e-sell d'ur pal resis : danzen bara n'eo ket un argerzh ken eeun ha parediñ ur vi da skouer. Keal zo a “danzen” ar bara, pa c'houl ur brientidigezh aketus, un trevnadur pervezh eus al lankadoù, un treuzfurmadur eus an danvezioù (ar goiñ, an elfennoù ouzhpennet, h.a.), betek an hini diwezhañ “pobañ”.