Damoug o c'hoarvezout eus gouzizad trumm ar valvenn grec'h ouzh ur sten kreñv dic'hortoz.
Gwanidigezh ha gorrekadur, steuziadur zoken, ar poulz a-werzhid pa vez pouezet start war an argreuzenn.
Seurtad droukfell hollek ma vez delanket ar barradoù gant ur fraouâd skiantennel (gweledel pe glevedel), sk. : droukfell luc'hien (Gl. épilepsie photogénique).
Mabisvoll o tarvezout pa vez tennet an evezh ouzh ur vammenn luc'h gwan ha lec'hiet pell pe pa ambreder derc'had al luc'h.
Heudadur an enanalañ dre an enc'hwezhañ, heudadur an ec'hanalañ dre an ezc'hwezhañ, an nervenn dispis o vezañ forzh degas an damoug, nervenn ar vegin ar forzh ezkas.
Damoug kezivik gant an nevezc'hanidi, a laka o divvrec'h e kroaz pa bleger o fenn, p'o dibrader dre an treid pe pa skoer war an daol ma c'hourvezont.
Damoug a-stirenn naouus dre an erwezhiañ e rezh un arread argrezadoù.
Mabisvoll en ul lagad, hag eñ dalc'het en deñvalijenn, pa daoler gouloù war egile. Heñvelsterioù : damoug luc'hloc'hadel a-eiltu.
1 Nep erwezh andiarvenn ha kentizhek a-berzh luniadoù bev diwar gentrigadur ur fraouva savelet. 2 Gant perzh an damoug. 3 A-zave d'an damoug.
Argrezadur untu kigennoù speur ar c'hof delanket gant kentrigadur kroc'hen ar c'hof en tu keñverek, a-us pe a-is d'ar begel.
Astenn an troad war ar c'har delanket gant kiziata stirenn ar seul.
Borc'hadur ilgreizel puilh devoudet gant ebarzhiñ un drenkenn en daouzegenn.
Damoug o c'hoarvezout eus gouzizad trumm ar valvenn grec'h ouzh ur sten kreñv dic'hortoz (sl. ochléopalpébral : réflexe ∼ )
Argrezad kigennoù an daboulin delanket gant dec'havael ur sten kreñv.
Argrezad kelc'hstrishaer ar fraezh delanket gant broudadur kroc'hen ribl ar fraezh
1 A-gevenep da damougoù kedaler, damougoù o kengevezañ evit ar genforzh dibenn. An kez kenforzh ne c'hell ket bezañ sez diaser erwezhioù ginwered. E-se e sour un damoug plegañ laureraezus war an damoug dehedañ miotatek. 2 Damoug ar gourzhalerioù. Argrezadur ur gigenn a c'hoarvez a-ser gant diargrezadur ar gourzhaler anezhi. Bez' ez eo pennaenn nervaouerezh ginlank Sherrington.
Plegad an arvrec'h delanket gant kiziata stirenn kigenn daoubennek ar vrec'h.
Argrezad ar gigenn ognonenn-keviaouek delanket gant piñsañ mezenn pe talbenn kein ar c'halc'h.
Gwezh andiarvenn devoudet gant klevout ur sten ; ar steuz anezhañ a erzerc'ha natur vevedel ur vouzarded.
Kemm a lakaer etre an damoug glez ( pe andarblegadel ), gwezh damougek ordinal ganedigel ma emañ un nervgreizenn danbluskennel (Hirvel, mel) o tazperzhiañ, hag an damoug darblegadel (Pavlov) pe bredel (Ch. Richet), gwezh damougek hiniennel, arzeuat, ma tazperzh pluskenn an empenn.
Ar gouloù o tizhout ul lagad a zevoud el lagad a-eiltu, na pa ve hennezh en deñvalijenn, un damoug mabel kevatal d'an hini el lagad sklerijennet. Argrezad ar mab lagad diwar sklerijennadur ul lagad hepken zo gwanoc'h eget an hini devoudet gant sklerijennadur an daou lagad.
Serridigezh daoudu ar malvennoù gant krec'hduañ ar voull lagad, delanket gant touch ar gornsae.
Argrezad ar gigenn istribilher o tec'han askenn ar glidenn gant ar gourev hag angriz muzell vras ar c'hourzh gant ar venev, delanket gant broudadur amwiskadoù tu diabarzh ar vorzhed.
Palvstou an dorn diwar giziata stilhon an helmo.
Astennidigezh a-gil ar pevar biz troad diwezhañ, ent reol pa vez skoet kil an troad e par an diñseg.
Plegad a-sol eus ar meud troad hag ar bizied troad all diwar vroudedigezh sol an troad, a ziadreñv da ziaraok ; tuginadur an damoug-se a vez graet arouez Babinski anezhañ (sl. Babinski : signe de ∼ ).
Damougoù delanket dre vroudañ lec'hiennoù 'zo a 'n amwiskadoù, gant kiziata eskern 'zo, stirennoù 'zo, hag oc'h erzerc'hañ dre un argrezad kaherel diarvenn, trumm ha berrbad.
Damoug tantel o savelañ an dargrezadoù kigennel rekis da zerc'hel kempouez ar c'horf (sl. poussée : épreuve ou phénomène de la ∼ ).
Damoug delanket hep dasperzhiadur an nervgreizenn ; ar broudadur trobarzhel a askennfe a-hed an nervwiennoù hag, kent diraez ar c'hreizennoù livennvelel, a ziskennfe, dre ur skourr eus kavaz an nervenn, etrezek an organ enodiñ (gwazhiedenn, pervez, c'hwezhigell).
Anvet ivez damoug laureraezus, erwezh andiarvenn devoudet gant ur gentrigadenn (Gweledel, klevedel, kroc'henel, h.a.) noazus, o kevaraeziñ tec'hout diouti. Sk. : erdennañ skilfoù loened 'zo, fiñvoù kravat ha skubañ el lec'hienn heget. Spisoc'h eo an erwezhioù-se pa vez ezvezant ar reoliñ pluskennel. En imbourc'h klinikel e vezont arsellet e degouezh a skejadur pe amwask ar mel a-livenn gant gourdastrizhegezh : arouezioù a velemgefren eo ez int. Damoug ar plegerioù a c'hoarvez eus an triemdenn-mañ : an troad o plegañ war ar c'har, ar c'har war ar vorzhed hag ar vorzhed war al lestr. Devoudet eo dre biñsañ kreñv ar c'hroc'hen pe ar c'higennoù pe dre blegañ a-sol ar bizied troad. Dibaotoc'h e c'hoarvez an damoug difenn eus argrezadur ar c'higennoù astenner en tu broudet pe en tu kevenep zoken.
1 Damoug loadurel hollek (sl. réflexe d'attitude) 2 damoug loadurel lec'hiek, heñvelster : argrezañ diac'hinek Westphal ur gigenn, devoudet gant denesadur gouzañvat he foentoù enlenañ (da skouer, evit kigenn daoubennek ar vrec'h, gant plegadur gouzañvat an arvrec'h).
(sl. grasping reflex)
Anvet ivez damoug solel melel : argrezad kigenn stenner ar faskienn ledan o tevoudañ astenn ar c'har ha pellaat ar vorzhed, delanket gant skrabañ riblenn diavaez sol an troad, kevret ar peurliesañ gant plegad ar bizied troad.
Erwezh a-berzh kigennoù pe gwagrennoù ouzh fraouadoù diavaez. An erwezh a sell peurvuiañ ouzh lies stroll kigennoù, dezho un argrezañ kenurzhiet gant neuz un erwezh difenn enep ar fraouadenn noazus. Un damoug kemplezh eo, oc'h emplegañ neuron dazetreer o tasperzhiañ.
Argrezad kigennoù ar peñs gant askennad nant ar peñs, devoudet gant broudadur kroc'hen ar peñs.
Damoug unsinapsel delanket gant fraouaat tredanel eeun (Tregroc'henel) an nervenn degasat.
Argrezad trumm hag andiarvenn ur gigenn delanket dre he c'hiziata eeun.
Damoug o loc'hañ eus un dibenn nervel sezet e diabarzh ar c'horf (sl. intérocepteur).
Damoug blevloc'hadel kigennoù rodenn ar vronn.
Heñvelster gant damoug elgezh, serridigezh ar genoù delanket dre giziata an elgezh (argrezad ar gigenn chageller).
Astennidigezh an troad war ar c'har, gant plegad ar bizied troad, delanket gant kiziata parzh kreiz sol an troad.
Argrezad daoudu kigennoù nesaer ar vorzhed ha kigennoù ar c'hof, delanket dre giziata juntad ar c'haezour.
Damoug oc'h engwezhiañ ur sinaps hepken. Da skouer en damoug unsinapsel loc'hadel, ar gwiennoù degasat angorzhet o tont eus ar gwerzhidoù nervgaherel a genvell war-eeun, hep neuronenn etreat, er c'hornioù araok ar mel, gant kelligoù an neuron loc'hañ o c'houlankañ ar gigenn ma teu ar gwiennoù degasat-se. Ampled respont an damoug unsinapsel loc'hadel ouzh ur fraouadenn miret arstalek zo e dalc'h niver an neuronoù angorzhet en damoug ha live broudadusted an kez neuronoù.
Argrezad tantel ar gigenn delanket gant an dehedañ anezhi he unan.
Heñvelster gant damoug Guillain, serridigezh daoudu ha diaser ar malvennoù delanket gant kiziata gwrizienn ar fri. Ur seurtad damoug trigevell-malvenn eo.
Damoug dezhañ da zisoc'h fraouadur ur wagrenn enborc'hat.
Gorrekadur ar poulz gant leiadur ar gwask talmerel dec'hanet dre amwaskañ ar boulloù lagad. Reñverek e c'hell bezañ an damoug-se, eleze e tigresk niver ar poulzadennoù eus 20 ha muioc'h zoken (degouezhioù 'zo a bennsac'h bourbellus, a stadoù vagotonek), e-lec'h eus 4 da 12 dre vunud ; eilpennet e c'hell bezañ, e gerioù all : ar poulzadennoù a zeu da vezañ herrekoc'h eget a-gent e-pad amwaskadur an daoulagad (stadoù usreek simpatek, degouezhioù bec'hiegi vonan da welout).
Halviñ puilh devoudet gant broudadur treloc'hel an treizher. C'hoarvezout a ra an damoug-se dre hantererezh an nervenn dispis.
Astenn an arvrec'h delanket gant kiziata stirenn kigenn drifennek ar vrec'h. A se an heñvelster : damoug kigenn drifennek ar vrec'h, berroc'h damoug trifennek.