Rann eus ar jedoniezh o studiañ perzhioù an teskadoù, o daveadurioù hag an niñvadurioù a vez renet warno.
Damkaniezh oc'h ebarzhiñ an debegezh er c'heñverioù enbeziadezh. Aesaat a ra ober meiz war al luniadoù dispis o bevennoù evel al lavar, ar merzhout, an dezevout. Ober a ra anv a zerez enbeziadezh.
Dedalvezet e vez damkaniezh an isteskadoù fuilh d'an imbourc'h hewezhiadel, d'ar steuñverezh armerzhel, da naouaerezh ar stummoù, d'ar c'hehentiñ den-ijinenn, d'ar poellata arnesaet adal roadennoù diglok, d'an deznaouiñ mezegel ha bredvezegel, da imbourc'hioù ar gouloniezh, d'an hentennoù da ziorren an ergrafusted.
Damkaniezh jedoniel a zo he amkan despizañ ha studiañ arvez kementadel ar stlenn ha, dre se, ar bonegañ, an treuzkas, h.a.
Rann eus damkaniezh an devredañ o plediñ gant an devredadoù da gaout en ur blegenn aet arvarek en askont a'n devredadoù o deus ivez perzhiaded all (kevelerion pe gevezerion).
Doazhadur oc'h intent an emdroadur evel un heuliad dargenadoù, o harpañ war an ankendalc'hegezh a stader e daskended doareennoù ar rummadoù bevion ; enebet emañ an dargenadouriezh ouzh damkaniezh Darwin a 'n emdreiñ kendalc'hek.
Damkaniezh o tougen war dezrann jedoniel keal an dargouezh. An aksiomatekaat eus damkaniezh an tebegoù a gemer harp war gealioù kentañ a zo an darvoud, an amprouad hag an debegezh.
An darvoud zo ur boud jedoniel desellet diouzh savboent ar seveniñ pe an anseveniñ anezhañ. An amprouad zo disoc'h un arnod dargouezhel a zeu drezañ pe sevenidigezh pe ansevenidigezh nep darvoud roet a-gentouez hag a-zalc'h ouzh an delvan imbourc'het gant an arnod desellet.