O tec'han borc'hadur an daeroù.
O tec'han borc'hadur an daeroù.
Borc'hañ daeroù paot, untu, o tarvezout dre varradoù da geñver ar chaokat ; heuliad a-wechoù da seizi an dremm, pa zehent ar gwiennoù nervel, en ur adc'henezhañ, hebiou d'ar wagrenn gilvoc'h etrezek gwagrenn an daeroù.
Hollad al luniadoù korfadurel o kas an daeroù adalek sac'h an daeroù betek ode draoñ ar fri, anezhañ : poentoù an daeroù, loet war ribl rez an div valvenn en o farzh diabarzh, hiraet gant kanoligoù an daeroù krec'h ha traoñ endalc'het e parzh diabarzh ar malvennoù, an div ganolig-se o kemberañ en ur genganol a zifourk e sac'h an daeroù. Hounnezh, lec'hiet e nant an daeroù, a gendalc'h dre san a-fri an daeroù, o tifourkañ he unan e kavennoù ar fri.