Araezad o c'hoarvezout a ensoc'hañ, etre ar bloc'hoù stlennadoù o trehentiñ gant ur sanell, bitoù pe nodoù kendivizat an eil re war-lerc'h ar re all war-benn derc'hel ar goubredañ.
Sl. [remplissage]
Bandenn lien pe deltenn ensezet, e-doug un dieraeziñ dre zewenterezh, e gargadenn ur gouziviad enpibet, evit parraat ouzh ruradenn ar gwad pe ul liñvenn all e-barzh ar vriant da geñver oberatadennoù war ar fri pe ar genoù (sl. inondation trachéale, La-09 180 hh.).
Peurleuniañ ul lerc'hwezad gant stlennadoù anlaz, hep ken pal met reiñ dezhañ ur vent lavaret, unvan gant lerc'hwezadoù all.
Sl. [2.bourrage]