Digreskiñ blaz re c'hwerv, re drenk pe re dagus ur prientad, dre azdodiñ ennañ un elfenn c'hwekaus : dour, laezh, berv, amanenn, dienn fresk, sukr, h.a. A-wechoù e c'haller ivez difallañ ur meuz dre e hirboazhañ.
Arodiñ ur c'hwekauzenn d'ul lia war-benn ameniñ ar blaz anezhañ.