Darvoll kostezel ar galon diwanet da heul un angwazhiad e kaher ar c'hofig, gant koll an argrezusted en tachad darvollek.
Darvoud dibaot, deskrivet e 1990 gant aozerion japanat, heñvel ouzh un azoniad kurunerel lemm, o c'hoarvezout da heul ur stres gant ar maouezed goude 60 vloaz ; ar c'hofigluniñ a ziskouez anfiñv parzhioù kreiz ha kern ar c'hofig hag usfiñv an diaz — alese an anvad japanek, an tako-tsubo o vezañ ul lestr kofek arveret da besketa ar morgizhier ; anaez eiltroüs hep arlenad.
Araezusted ar c'hofig da zardennañ ; dewerzhet e vez e dibenn an diastol dre ar c'heñver etre ec'honad ha gwask ; leiaet e vez da heul lies anaez : angwazhiad ar c'haher kalon, an adiastol, amiloz ar galon, fibroelastoz an enkalonenn.
Kammneuziad kalon o c'hoarvezout eus un anvoll mintrek pe aortek ; direet eo ar c'hofig kleiz d'ur gavenn vannek ; amredañ a ra ar gwad dre ar c'hentez kleiz, ar c'hentez dehou dre ur c'hehentad etre-kentezoù, ar c'hofig dehou, ar c'hef a-skevent, an aortenn dre ur san dalmerel dreistpad (sl. canal artériel : persistance du ∼, communication interauriculaire, communication interauriculaire).
Dreistpad, dibaot kaer, eus stad rizhellel ar c'haher kalon stadet war ar bugel, o tec'han un naoued usvollus dezhañ un dedro arvarus ; ar stenwereañ a ziskouez ur c'hofig kleiz kourzadekaet hag ar c'hofigluniñ bolc'hadennoù gwazhiedel kehent gant kavenn ar c'hofig, anezho ar skeudenn eus lennoù gwad e-barzh speur ar galon.