“Gounid diwar ar c’hleñved” a reer eus kement boziad a denn ar c’hlañvour eus e gleñved. Diwar he fenn-kentañ ez eo liammet arlakadenn freudek an neuroz ouzh ar mennoz e teraou hag e pad ar c’hleñved dre berzh ma tegas boz d’ar c’hlañvour. Kempleg eo argerzh an neuroz da bennaenn ar bliz, luskañ a ra da ziraez gounid armerzhel, da goazhañ an tennder. A-wel e teu ar gounid-se e stumm an herzel ouzh ar gur, o skoilhañ ar c’hoant emouez da bareañ.
Stag eo ar gounid kentael ouzh devouderezh end-eeun an neuroz : boz kavet en azon, tec’h er c’hleñved, kemm an darempredoù gant an nesidi.
En eneb, ar gounid eilvedel zo doareet evel-henn :
— degouezhout a ra goude taol, evel dreistgounid diwar ur c’hleñved deraouet endeo, evel adimplij ur c’hleñved ;
— diavaeziek eo e-keñver devouderezh-derou ar c’hleñved ha ster e azonoù ;
— c’hoarvezout a ra a voziadoù narkisek pe stag ouzh an emgemmirout kentoc’h eget a voziadoù libidinel war-eeun.
Elfenn o vuiaat darvezusted ur c'hleñved : boazioù bevañ, kleñved all, amveziadoù ha naouusterioù diseurt, da skouer evit an ateroskleroz : ar butun, ar c'hourevelezh, an diabet c'hwek) ; diforc'h eo ar barenn riskl diouzh arbenn ar c'hleñved.
Troienn bet arveret gant Freud evit merkañ e klask ar gouzrec'h en neuroz ur repu ouzh e genniñvoù ; termen astennet e arver hiziv en tu all da amgant an neurozioù, evel e domani an anaezioù kreudel pe an daraezioù pa vez elfennoù bredel o c'hoari enno.
Troienn o verkañ e klask ar gouzrec’h en neuroz ur repu ouzh ar c’henniñvoù bred. Berzh en deus graet an termen-se gant emled ar bredelfennerezh. Astennet eo hiziv, en tu all da zomani an neurozioù, da dachenn ar c’hleñvedoù organel pa vez elfennoù bredel o c’hoari enno. Keal dialuskel an tec’h er c’hleñved a glot gant keal armerzhel ar gounid diwar ar c’hleñved, ar gounid kentael, gouez da Freud. Klask a ra ar gouzrec’h mont e-biou d’ur blegenn genniñvel tennderus ha, dre furmiñ azonoù, koazhañ an tennderioù (sl. BÉNÉFICE PRIMAIRE ET SECONDAIRE DE LA MALADIE).