Preder
commotionnel : syndrome ∼, syndrome subjectif des traumatisés du crânepostconcussional syndrome, minor contusion syndromeazoniad dianargrad, azoniad bredel daraezeion ar c'hlopenn ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad an diaezoù merzhet gant gouziviaded 'zo goude un daraez klopenn hep grevusted : goueled enkrez, tuadurioù gouvidel, klopennadoù muiaet gant an evezh, ar strivoù kefredel hag an trouz, angrid kalon, amvoustr, trelladurioù, badaouadoù, anglevadoù silwink, asikted, strafuilhoù an neuzid, an evezh hag ar c'hounerezh, angwerc'hadegezh ; ne zinoer direizh organel ebet, ken ma renk aozerion 'zo an azoniad-mañ en un rumm gant an neurozioù (sl.  névrose traumatique).

douleur moralemind painpoan spered, laur bredel, laur askre ― Geriadur ar vezekniezh

Kantaezad andespizadus, a arouezer pe dre leterc'hañ (diwaskadur, dinerzh, goullo), pe dre c'heriennoù dangorel ken andespizadus all (tristez, gouvid, mantr, doan, grevadurezh), azon pennañ ar velankoliezh.

Élaboration psychique.psychische Verarbeitung (Bearbeitung, Ausarbeitung, Aufarbeitung).psychical working over (working out).dec’hwelañ bredel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret gant Freud da aroueziñ al “labour” kaset gant ar benvegad bred war-benn mestroniañ ar broudadoù o tegouezhout gantañ hag a ve o daspugnadur dañjerus evitañ. Dre al “labour”-se e vez ar broudadoù gougevanet ouzh ar bred ha kenereet diwar-bouez stagoù-strollata.

Freud a zibabas ar ger Arbeit hag e zeveradoù (Traumarbeit “c’hwel an hunvre”, Trauerarbeit “c’hwel ar c’hañv”, h.a.) dre ma heñvelekae ar benvegad bred ouzh ar reizhiadoù fizikel o tegemer, o treuzfurmiñ hag o treuzkas gremm, al luzad o vezañ meizet evel “kementad labour goulennet digant ar bred”.

Daoust ma’z eo dilezet hiziv seurt meizadur alvezelour eus ar bred, e vez bepred arveret an termenoù Arbeit, travail e geriennoù evel Trauerarbeit, travail du deuil, ma wisk avat ar gerioù Arbeit, travail ur c’hemeradur bredoniezhel a zo aet pell diouzh a intente Freud. Setu perak e reomp gant c’hwel, o lezel gant labour ar c’hemeradurioù fizikel ha kevredigezhel. A-du-rall, e roomp da dec’hwelañ ar ster arbennik ““labour” ar bred war gremm al luzadoù”, e kemm ouzh danzen a lezomp gantañ ur c’hemeradur hollek.

Sl. CONSTRUCTION ; ÉLABORATION SECONDAIRE ; INTERPRÉTATION ; PERLABORATION.

mentalmental1 ˘meiz, meizel aa. 2 ˘bred, bredel aa. ― Geriadur ar vezekniezh

1 (Ent strizh) a-zave d'an arc'hwelioù kefredel, a gementader diwar-bouez prouadoù sk. : an oad meiz (sl.  âge mental, quotient intellectuel, test). 2 (Diarsell bloc'hel) a-zave da arvezioù kefredel, kantaezel, neuzidel ar realezh (sk. :  kleñved bred, Gl.  maladie mentale).

psychiquebredel ― Gervaoù skiant
psychiquepsychic˘ bred, bredel aa. ― Geriadur ar vezekniezh

A-zave d'ar bred.

psychique, psychologiquebredel ― Gerva an brederouriezh
Représentant psychique.psychische Repräsentanz, psychischer Repräsentant.psychical representative.leuriad bredel, leuriadur bredel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret gant Freud da aroueziñ, e stern e arlakadenn eus al luzad, an eztaol er bred eus ar broudadoù enkreudel. Da gompren an termen-se e ranker daveiñ d’al luzad evel meizad argefin etre kreud ha bred. E tu ar greudelezh, emañ andon al luzad en anadennoù organel o tevoudañ tennderioù diabarzh na c’hell ket ar gouzrec’h tec’hout diouto ; hogen, dre ar pal ma vuk dezhañ hag an ergerc’hennoù a zebarzh, en deus al luzad un tonkad bredel rik. Seurt savlec’h en argefin a zegasas Freud d’ober gant keal al leuriad — ar c’hannaderezh — eus ar c’hreud er bred.

Notomp ez intente Freud leuriadur al luzad e daou zoare disheñvel. Gwech ez eo al luzad e-unan a ziskouez evel “al leuriad bredel eus ar broudadoù o tont a ziabarzh ar c’horf hag o tizhout an ene”. Gwech ez intent al luzad evel an argerzh-broudañ kreudel hag eñ eo neuze a vez derc’houezet er bred gant “leuriadoù al luzad”, ar re-mañ o c’hoarvezout eus div elfenn, al leuriad derc’hadel hag ar pegement kantaezad.