Preder
âge mentalmental age1 oad meiz 2  oad bred ― Geriadur ar vezekniezh

1  Derez an diorreadur kefredel diraezet gant un hinienn ; evit an den reol, dre dermenadur ez eo par an oad meiz d'an oad gwerc'hel (sl.  quotient intellectuel). 2 Derez an diorreadur kefredel ha kantaezel war un dro.

appareil psychiquepsychic apparatus, mental apparatusbenvegad bred ― Geriadur ar vezekniezh

Leterc'had savet gant Freud da aroueziñ ar bred e kement ma c'hoarvez a reizhiadoù kenereet, ma ren “labour” ha ma treuzfurm “gremm”.

Appareil psychique.psychischer Apparat, seelischer Apparat.psychic apparatus, mental apparatus.benvegad bred. ― Geriadur ar bredelfennerezh

En e arlakadenn e ra Freud eus ar bred ur benvegad, anvad oc’h emplegañ :

a) ur c’hempennadur diabarzh, ar genvezañs eus reizhiadoù o rediañ ar broudadoù da heuliañ un hentadur hervez un urzh amzerel dre “lec’hioù bred” spesadek ;

b) ul labour da erounit ha, dre se, treuzfurmadurioù ur “gremm bred” pe “gremm-annodiñ” hervez un armerzh savelek.

automatisme mental, syndrome de Clérambaultmental automatismdarc'hwelerezh g. bred ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad bred o c'hoarvezout eus trezerc'hioù diabarzh : sevel a ra da spered ar gouziviad dezevoù na anavez ket evel e re, a vuhez evel o tont eus an amgen, o hekleviñ d'e re, ouzh o diaraogiñ, o titouriñ ar pezh emañ o vont da lavarout, d'ober, o c'hourlakaat dezhañ realoù, lavaroù, dezevoù, kantaezadoù, emanglevadoù ; alies e vez an darc'hwelerezh bred prantad deroù ur psikoz ambreel henek (sl.  psychose délirante chronique).

Conflit psychique.psychischer Konflikt.psychical conflict.kenniñv bred. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Er bredelfennerezh e komzer eus kenniñv pa vez kenstourm etre darvennoù diabarzh kontrol. Hervez an dro ez eo diskelat ar c’henniñv (pa c’hoarvez da skouer etre ur c’hoant hag un erverkad divezel, etre daou drivliad dislavarus) pe enkelat, o tont neuze a-wechoù war wel, distummet, e-barzh ar c’henniñv diskelat hag o reiñ tro da ziflukadur an azonoù, da strafuilh ar realezh hag an neuzid, h.a. Hervez an elfennoù e kenstourm, e komzer eus kenniñv etre eriunañ ha difenn, kenniñv etre an ensavioù pe ar reizhiadoù diseurt, kenniñv etre al luzadoù, kenniñv edipel erfin m’en em gav enebet n’eo ket hepken an eriunoù kenetrezo hogen an eriunoù ouzh ar berzad.

détérioration mentalepsychic deteriorationdisleberiñ bred ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad divigadoù bredel o tizhout an naoudezh, ar c'hounerezh, ar meizerezh, an dezeverezh, stadet en atreiñ kozhiadel, en anaezioù dic'henezhadel an empenn pe e dianlen anafoù poreel, pistriel, daraezel, gwazhiedel (sl.  Alzheimer : maladie d', démence, démence).

équilibreequilibrium, balance1 kempouez g., keventel g., keventelez g. 2 kempouez 3 kempouez, arwastadez g., arwastadiñ 4 kempouez (bred) ― Geriadur ar vezekniezh

1 (Ent hollek) keñver kementadel etre parennoù un arc'hwel amplegat d'an trebadout anezhañ, etre arc'hwelioù ar bevedeg amplegat d'an trebadout anezhañ. 2 (Eent kefloc'hel) arc'hwel hollek o kevreañ arc'hwelioù santadel ha loc'hadel parzhioù ar c'horf e-keñver fiñval ha loadur. 3 (Ent vevedel) azdalc'h ar gwastadennoù bevedel etre o hinoù reol (sl.  homéostasie). 4 (Ent vredel) termen leterc'hadek kaozeek heñvelster da “yec'hed bred”, arveret ent nac'hek da verkañ an ezvezañs a wariadurioù neuzid pe realezh.

mentalmental1 ˘meiz, meizel aa. 2 ˘bred, bredel aa. ― Geriadur ar vezekniezh

1 (Ent strizh) a-zave d'an arc'hwelioù kefredel, a gementader diwar-bouez prouadoù sk. : an oad meiz (sl.  âge mental, quotient intellectuel, test). 2 (Diarsell bloc'hel) a-zave da arvezioù kefredel, kantaezel, neuzidel ar realezh (sk. :  kleñved bred, Gl.  maladie mentale).

profil psychologiqueaelad bred ― Gerva an brederouriezh
psychismebred g. ― Gervaoù skiant
psychismepsyche1 bredadur g. 2 bred g. 3 bredelezh b. ― Geriadur ar vezekniezh

1 Teskad an doareoù dibarek eus bred un den. 2 Teskad, emouez pe diemouez, desellet a-bezh pe a-zarn, eus an anadennoù, an argerzhioù o tennañ d'ar c'hefred, d'ar meiz, d'ar gantaezelezh oc'h amparañ buhez ar spered. 3 A-gevenep d'ar greudelezh emañ ar vredelezh, kement a sell ouzh anadennoù ar bred.

psychisme, psychébred ― Gerva an brederouriezh