Gwiad kenglenel bouk, gwazhiedek ha nervaouek kenan, a zo buhez an dant en he dalc'h, o c'henniñ ar gavenn greiz ha kanolioù ar gwriziennoù. War he gorre ez eus ur gwiskad odontoblast a ya an astennadurioù skoultrennek anezhañ e tuellennoù an dentin.
Gwiad oc'h amparañ parenkim ar felc'h, a leugn an esaouennoù etrekourzadek. Arruz eo he liv (bouedenn ruz), o lakaat war wel dre zargemm ar bolc'hennoù limfoidel arwenn o liv (bouedenn wenn).