Preder
Bornholm : maladie de ∼, myalgie épidémique, grippe d'été, pleurodynie contagieuseBornholm disease, epidemic pleurodyniakleñved Bornholm, kaherost b. darreuziat, krezennost b. tredizhus ― Geriadur ar vezekniezh

Pore diwar ar viruz Coxsackie B, o teraouiñ trumm dre ul laur kriz e diaz ar brusk o skoilhañ an anal, kevret gant terzhienn, klopennost, a-wechoù gant amgalonennfo, skouarnfo krenn, empennfo, o pareañ hep arlenad ; ouzhpenn ar re roet a-zioc'h e kaver un daouzek anvad all : glaz tremeniat ar gelc'hspeurenn, pilhennfo kaherostus, louetvelfo hep seizi, grip an Diaoul, h.a. ; Bornholm zo an enezenn danat ma voe deskrivet ar c'hleñved evit ar wech kentañ.

myalgie épidémique, maladie de Bornholmepidemic myalgia, Bornholm diseasekaherost darreuziat, kleñved Bornholm ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved kiriek dezhañ viruz Coxsackie B, o reuziañ e Norzamerika hag e broezioù Norzeuropa, bet deskrivet evit ar wech kentañ en enezenn danat Bornholm ; goude un deroù trumm dre laurioù kriz e diaz ar brusk o skoilhañ an analañ, ez anad taolenn glinikel ur pore : terzhienn, klopennad, erwezh pilhonel, rouestlet alies gant erzerc'hadoù krezennskeventel, amgalonennfo, skouarnfo krenn, empennfo zoken ; dedreiñ a ra etrezek ar pare, a-wechoù goude un pe zaou adfeilh (sl.  Bornholm : maladie de ).