Nod o reiñ an tu da arverañ ur voneg nevez.
Trevnad reolennoù o talvout da rezhiennañ roadennoù e doare kevuntal en ur furm arskarek.
Rizh boneg ma vez rezhiennet an nodoù lizhersifrennel gant regoù a-zerc'h luc'hlennet.
Askouezhad da eizh bit eus ar voneg c'hwec'h bit, arveret hiziv gant an darn vuiañ eus an urzhiataerioù.
Boneg 7 bit + 1 bit gwiriañ parded o kevaraezañ 128 kevosodad, bet ijinet evit aesaat treuzkas ar stlenn etre an urzhiataerioù.
Boneg nodoù skoueriekaet (ISO/R 646-1967, Afnor NF Z 62-010).
Boneg a zo enni spletadoù lizherennoù hepken.
Boneg a zo enni lizhrennoù ha sifrennoù war un dro.
Boneg oc'h ober gant an nodoù 0 hag 1 nemetken, e rezh bitoù diouzh an dro.
Boneg daouredel ma vez rezhiennet pep nod dre n bit.
Boneg o rezhiennañ nodoù dre ul lerc'hiad 0 hag 1.
Boneg niverel ma vez rezhiennet an nodoù 0 dre un anskog ha pep lerc'hiad nodoù 1 dre un heuliad skogoù a heled mui ha lei a bep eil.
Boneg daouvlein kempennet e doare da hepkoriñ nep reveziadenn eus ouzhpenn n anskog kenheuilh.
Boneg ma vez ensoc'het bitoù gourleizhat a spasoù ingal er c'hemennad bep ma vez treuzkaset.
Boneg dinoiñ ar c'hammadoù, araezus ouzhpenn d'o delec'hiañ hag, e troioù 'zo, d'o reizhañ emgefreek.
Seurtad boneg polinomel.
Boneg hevelep ma vez ar stlenn da dreuzkas dastroc'het e bloc'hoù, ar stlenn gourleizhat o vezañ riñvet a-zizalc'h evit pep bloc'h.
Kefluniad an treorc'hadoù arveret war ur gartenn dreorc'hañ da rezhiennañ an nodoù lizhersifrennel hag arbennik.
Boneg endalc'het war un dro gant menegerioù stad an ijinenn (trevonnoù, keveratadoù) ha gant maez amplegad an ditouroù torr kemalenn amplegadek, o talvout da spisaat amplegadoù an diskourrañ.
Boneg korek ma tistro a-drovezh an un kefluniadoù daouredel da geñver bonekaat heuliad an niveroù.
Rizh boneg ma vez pep sifr dekredel rezhiennet dre ur c'hefluniad 4 bit.
Rizh boneg kevaraez da riñvañ, adal ar c'hemennad da dreuzkas, ar stlenn gourleizhat da ouzhpennañ dezhañ e doare ma ve dinoet ur wech paket ar c'hammadoù treuzkas mar bez diwar-bouez ar riñvadur a-c'hin.
Boneg ma vez rezhiennet pep sifr dekredel dre un niver daouredel pemp savlec'h, daou anezho o vezañ miret evit an nodoù 1.
Rizh boneg vloc'hoù ma vez ar bitoù stlenn gourleizhat e rezh kefluniadoù linennek.
Boneg lizhersifrennel kevaraez da arverañ arouezioù kouneiat da rezhiennañ ur voneg daouredel pe niverel.
Bodad reolennoù o talvout da zesavelañ arventennoù ar skogoù a ya d'ober un arhent niverel evit ma c'hallfe hemañ rezhiennañ diforc'hell nep lerc'hiad nodoù 0 hag 1.
Lodenn eus un ditour ma vez meneget e rezh boneget an niñvadur da ren.
Sl. [polynome générateur]
Boneg oc'h ober war un dro gant kouneiadoù ha naoudioù da rezhiennañ ennegoù.
Roll an diferadennoù kefridiel o tougen war ar gwezherioù en araez da vont er mestrangevezhioù hag er brientaozadoù ; e destladur kefridiel Frañs ez eo bet erlec'hiet Pharmacopée ouzh Codex ; en tu all d'al liavonegoù riezel ez eus ul Liavoneg etrevroadel hag, abaoe 1970, ul Liavoneg europat.
Destladur kefridiel etrevroadel an enzimoù, kavlec'hiet hervez un niverenn peder steudad sifrennoù etrezo pikoù goude an div lizherenn EC (Enzyme Commission) ; ar steudad kentañ a verk ar stroll (1. oksidoreduktaz, 2. transferaz, h.a.), an eil steudad an isstroll, an trede an eilisstroll, ar pevare ar renk en deus an enzim en eilisstroll ; da skouer, EC 3.1.3.1 zo arouez ar fosfataz alkaliek, EC 1.1.1.27 al laktikodezhidrogenaz.
Boneg reizhañ kammadoù aozet gant an ijinour amerikan R.W.Hamming.
Trevnad dorn o lenn ar merkoù boneget war an traezadoù e gwerzh gant ar stalioù.
Kalvezder niverelaat un arhent kemblac'hel diwar-bouez ur standilhonañ a dalm daougement ha talm uc'hek kedrannoù fourierel an arhent.
e-barzh kemperzh ur voneg vloc'hoù, heuliad bitoù o c'hoarvezout eus ar stlennad da wareziñ, arrevellet ouzh ar stlennad gourleizhañ keñverek riñvet diwar ar stlennad da wareziñ dre araez ar voneg desellet.
Roll an diferadennoù kefridiel o tougen war ar gwezherioù en araez da vont er mestrangevezhioù hag er brientaozadoù ; bez' ez eus liavonegoù riezel (e Frañs, embannet e vez al liavaoù gant Commission du Codex, eleze Kengor al Liavoneg), ul liavoneg etrevroadel hag abaoe 1970, ul liavoneg europat (sl. Codex).
Heuliad lizherennoù (etre 3 ha 5) oc'h aroueziñ rizh an ardivink ensteudet. An teir lizherenn gentañ zo ar re bouezusañ :
Al lizherenn gentañ a arouez ar gavenn ma c'hoarvez ar fraouadur : hini ebet (O), ur c'hentez (A), ur c'hofig (V) pe an daou (D).
An eil lizherenn a ziskouez ar gavenn ma 'z eo c'hoarvezet an dinoadur : hini ebet (O), ur c'hentez (A), ur c'hofig (V) pe an daou (D).
An trede lizherenn a zitour respont an adalf d'an dinoadur : heudiñ (I), fraouaat (T), an daou (D) pe hini ebet (O).
Ar pevare lizherenn a zenaou war vezañs (R) pe ezvezañs (O) eus emazasadur an talm fraouaat da gevassav an talmangwezh, eleze ha yevet eo an adalf ouzh ar striv pe get.
Ar pempet lizherenn a ziskouez bezañs pe ezvezañs ur fraouaat liesload : hini ebet (O), ur c'hentez (A), ur c'hofig (V) pe nep kenaozad eus A pe V (D).
Bez' ez eus bremañ adalfoù hep sont ha hep klozenn : kevaraezañ a reont ur fraouaat unkavenn hep sont. Yevet int ouzh gwrezverk ar c'horf, pezh a ro tu da vuiaat tead ar galon mar kresk gwrezverk ar c'horf. Desezet war-eeun er c'hofig dehou diwar-bouez ur c'hateter ebarzhet e gwazhienn ar vorzhed (e-kichen pleg ar varlenn), ne rekizont gwezhiadenn surjianel ebet, ha n'eus kleizenn ebet enta.
Lec'hienn a zo enni boneg arouezel pe zaouredel un ditour en areg kuntellañ pe en areg ijinenn.