Preder
instinctbondoug ― Gerva an brederouriezh
Instinct.Instinkt.instinct.bondoug g. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Ent klasel, goulun-realañ diwar hêrezh, piaouel d’ur spesad loened, hep kemm bras etre an hiniennoù, o tibunañ hervez ur gemalenn amzerel sonnet a-walc’h hag o hañvalout bezañ durc’haet d’un davedenn.

Aozerion ’zo, o treiñ an Al. Trieb “luzad” dre instinct e galleg hag e saozneg, o deus degaset mesk e meizidigezh testennoù Freud. An doareoù o tiforc’hiñ al luzad zo : a) andesaveladur ar bount ; b) deberzhegezh an ergerc’henn ; c) kemmusted ar palioù.

Rossolimo : réflexe ou signe de ∼Rossolimo's reflexbondoug g. pe arouez b. Rossolimo ― Geriadur ar vezekniezh

1 Plegad ar bizied treid devoudet gant kiziata an talbenn solel anezho, gant ar glañvourion tizhet gant un anaf eus an hordenn bikernennek. 2 Plegad damougek bizied an dorn (ar meud ivez) devoudet gant kiziata ar c'hreizdorn palvel e diaz ar biz yod hag ar biz kreiz. Erzerc'haat a rafe un daralladur eus an hordenn bikernennek.