Elfenn neuziadurel vihan bonan pe gleñvedel dezhi neuz ur sac'h.
Bolc'henn vierez e dibenn he azvedigezh kent leuskel ar vigellig dre fregañ d'ar 14t deiz (sl. corps jaune, ovulation).
Furmadur limfoidel elfennel, ouzh e ober ul lodenn greiz pe greizenn eginek hag ur gurunenn kelligoù limfoidel pe mantell ; kemm a lakaer etre ar b. l. kentael hag ar b. l. eilvedel, ar re-mañ oberiat o c'hreizenn eginek ha dasperzhiat en erwezhiañ hangaeel, e danzen an antikorfoù pergen.
Furmadur ouzh e ober ar vlevenn, ar gwagrennoù hag ar c'higennoù kevreet ganti.
Unvez neuziadurel o c'hoarvezout eus ar vlevenn, ar goloioù anezhi hag ar wagrenn soav o tifourkañ er ganol volc'hennel.
Anaf elfennel, diwar erwezh ar gwiadoù ouzh bazhell Koch, ouzh e ober tri zachad kengreiz : ur gurunenn limfokit en dro d'un tolpad kelligoù epitelioidel hag ur greizenn graet gant keurgelligoù Langhans.