1 Muiaat perzhioù ur c'horf gant pe hep treuzfurmiñ kimiek, dre zelanvad parennoù diseurt : treluskerioù, blivaerioù, skinoù. 2 Divleinekaat ar wienn gaher kalon dre he broudañ, e se dec'han ul lec'hienn dredanleiel en he gorre hag ur c'hemm barr dinoadus gant ar c'halonvarrwezer.
Terriñ anniñv kennevidel ar vi gwerc'h dre araezioù fizikel pe gimiek evit ober dezhañ deraouiñ diorren kuit a speriadur.
Hent blivaat ar glokaenn engwezhiet war-eeun en ezvezañs antikorfoù gant lies danvezenn enno luniadoù polisakarid (inulin, zimozan, bakteri). En kez hent ez eus proteinoù blivaat (C3, parenn B, parenn D, properdin) ha proteinoù reoliñ ( β 1H, C3b ezniñver) (sl. complément ha facteur B, properdine ).
Hent blivaat ar glokaenn engwezhiet gant an antikorfoù IgG pe IgM lenet war an antigen keñverek. An kez hent a c'hoarvez eus proteinoù blivaat C1q, C1r, C1s, C4, C2, C3, C5, C6, C7, C8, C9) ha proteinoù reoliñ (C1 ezniñver, C4BP, teskanv Sz. C4b-binding protein ).