Preder
acrocyanoseacrocyanosisdulaz g. ar bleñchoù, akrokianoz g. ― Geriadur ar vezekniezh

Dulaz an eizhaennoù o c'hoarvezout da geñver klañvadurioù diseurt.

acrocyanose essentielle, acro-asphyxie, syndrome de Crocq et Cassireracrocyanosisdulaz g. hennadek ar bleñchoù, azoniad g. Crocq ha Cassirer ― Geriadur ar vezekniezh

Klañvadur o naouiñ dre ar gourwad dassavel hag ar c'hwezusvorc'h en eizhaennoù (treid ha daouarn dreist holl), o teraouiñ er vugeliezh, o vuiaat er gaezouregezh hag o tistav en oadouriezh ; anezhañ un antant korrwazhiedel na anavezer ket an arbenn anezhañ.

acroparesthésieacroparaesthesiakammeraez g. ar bleñchoù ― Geriadur ar vezekniezh

Bavedigezh ha kemenerion en daouarn diwar amwask un nervenn (azoniad an nervenn greizer) pe un dalmerenn.

asphyxie des extrémités, acro-asphyxieacroasphyxiamoug ar bleñchoù ― Geriadur ar vezekniezh

Strafuilh gwazhiedloc'hadel an eizhaennoù, azon kleñved Raynaud, naouus dre an dulaz hag an aneraez laurek.

érythromélalgie, érythermalgieerythromelalgiaruzost b. ar bleñchoù ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez naouus dre resmiadoù lauriñ, koeñviñ ha ruziañ an amwiskadoù en eizhaennoù, en treid pergen ; rummet e vez evel strafuilh gwazhiedloc'hadel arc'hwelel e-kichen ar vleñchost ha kleñved Raynaud ; ruzost ar penn (Gl.  érythromélalgie céphalique) zo un anvad all eus azoniad Horton (sl.  acromélalgie, céphalée vasculaire de Horton, maladie de Raynaud).