Preder
bêtabeta aa. ― Geriadur ar fizik
  • rayons bêta skinoù beta
bêtabloquant, bêtabloqueur, bêta-inhibiteur, adrénolytique bêta, bêtalytiquebeta blocker, beta adrenergic blocking agent1 betadolc'her (b-dolc'her) aa., adrendolc'her aa. beta (b) 2 betadolc'her (b-dolc'her) g. -ioù, adrendolc'her g. -ioù beta (b) ― Geriadur ar vezekniezh

1 O skoilhañ an adrenvuzerioù b dre o ezniñvañ ouzh gwered an adrenalin hag an izoprenalin. 2 Danvezenn vetadolc'her ; perzh pennañ ar betadolc'herioù eo leiaat labour ha bevezadur oksigen ar c'haher kalon ; an darn vuiañ anezho zo bronkezstrishaus ; renkañ a reer ar betadolc'herioù hervez m'o deus a) ur gwered tolc'her digen (sotalol, tomolol), pe ma piaouont ivez ur perzh b) aroustaler kennenn (propanolol), pe c) kalondiuzel, b1-dolc'her, eleze o werediñ war ar buzerioù b1 hepken (atenolol, metoprolol), pe d) betafraouaer enien (pindolol), pe e) ouzhpenn unan eus an tri ferzh-mañ diwezhañ (an tri : akebutolol), pe c'hoazh f ) perzhioù alfa- ha betadolc'her war un dro (labetalol) ; arveret e vez ar betadolc'herioù er galonouriezh da brederiañ ar skorted kurunerel hag an uswask talmerel.

facteur antihémophilique B, facteur IX, facteur Christmasplasma thromboplastin factor B (PTFB), beta prothromboplastinparenn antihemofilek B, beta protromboplastin, parenn IX ― Geriadur ar vezekniezh

Globulin bezant, anniñvek, er plasma hag er gwadveiz ; enniñvet e vez e diastok gorreennoù estren d'ar reizhiad wadgwazhiedel reol ha, gant an tromboplastinogen, ez a da furmiñ an tromboplastin ; arbenn an hemofiliezh B eo an diouer anezhañ.

lymphotoxine, facteur cytotoxique, facteur de nécrose tumorale bêta, TNFβlymphotoxin, tumor necrosis factor beta, TNFβlimfotoksin g., parenn b. gelligpistriañ, parenn yoc'hennvarvennañ beta, TNFβ ― Geriadur ar vezekniezh

Unan eus hanteradoù dourennel an hangae kelligel borc'het gant al limfokit toazonamplegat ; distrujañ a ra ar c'helligoù a vez o keraezañ, hag int douger pe get d'an antigen ez eo bet kizidikaet outañ al limfokit.

rythme bétabeta rythmkorvez b. beta ― Geriadur ar vezekniezh

Korvez ar gwagennoù empennvarrwezadel a 'n oadour dihun, serr e zaoulagad, o c'hoarvezout eus ar gwagennoù bihanheled gant an talm etre 18 ha 35 Hz. Muiek eo e rannbarzhioù tal an empenn.