Preder
comblerleuniañ ; barrañ ― Geriadur an armerzh
  • combler un déficit leuniañ (barrañ) un divigad.
comblerbarrañ ― Geriadur ar geginouriezh
obturationobturation1 dlidañ, dliderezh g. 2 barrañ, barridigezh b. 3 serriñ, serridigezh b., stankañ, stankadur g. 4 stankañ, stankadur ― Geriadur ar vezekniezh

1 Serriñ un igorenn c'hanedigel pe darvoudel (stavn askornek) dre araez un ardivink (dlider, Gl.  obturateur). 2  B. un dant, leuniañ kavenn un dant bruket gant un danvezenn amkanet d'he stankañ ha da zaskoriñ e galeted d'an dant (sl.  ciment dentaire). 3 Klozadur reol un igorenn d'ur poent eus an diorreadur, sk. : serriñ a ra ar san dalmerel da vare ar c'hanedigezh (sl.  canal artériel), pe lankad e ratreidigezh ur gloazad, sk. : stankañ ar boulc'h er gwazhied (sl.  caillot : rétraction du ). 4  S. ar pervez, stouvadur ar pervez gant ur c'horf estren euvret pe ebarzhet dre ar youlc'h.

NOTENN : Da ouzhpennañ eo an termen korfadurel toull steviet, TA  foramen obturatum, Gl. (kent PNA : Gl. trou obturateur) (sl.  foramen obturé).

plomberto fillbarrañ, barrleuniañ, plomañ ― Geriadur ar vezekniezh

Leuniañ ur gavenn gleñvedel nad eo ket evit steuziañ emdarzh, sk. : barrañ un askorn, barrañ pe plomañ un dant ; ebarzhiñ un danvezenn galet, andaralladus en ur gavenn galvezadel a venner derc'hel skaret ar speurioù anezhi, sl. : peurleuniañ ar gavenn devoudet gant ar c'hernezglenañ (sl.  apicolyse, obturation 2 ).

remplissagepaddingbarrañ, choukañ ― Geriadur ar stlenneg

Peurleuniañ ul lerc'hwezad gant stlennadoù anlaz, hep ken pal met reiñ dezhañ ur vent lavaret, unvan gant lerc'hwezadoù all.

Sl. [2.bourrage]