1 Serriñ un igorenn c'hanedigel pe darvoudel (stavn askornek) dre araez un ardivink (dlider, Gl. obturateur). 2 B. un dant, leuniañ kavenn un dant bruket gant un danvezenn amkanet d'he stankañ ha da zaskoriñ e galeted d'an dant (sl. ciment dentaire). 3 Klozadur reol un igorenn d'ur poent eus an diorreadur, sk. : serriñ a ra ar san dalmerel da vare ar c'hanedigezh (sl. canal artériel), pe lankad e ratreidigezh ur gloazad, sk. : stankañ ar boulc'h er gwazhied (sl. caillot : rétraction du ∼ ). 4 S. ar pervez, stouvadur ar pervez gant ur c'horf estren euvret pe ebarzhet dre ar youlc'h.
NOTENN : Da ouzhpennañ eo an termen korfadurel toull steviet, TA foramen obturatum, Gl. (kent PNA : Gl. trou obturateur) (sl. foramen obturé).
Leuniañ ur gavenn gleñvedel nad eo ket evit steuziañ emdarzh, sk. : barrañ un askorn, barrañ pe plomañ un dant ; ebarzhiñ un danvezenn galet, andaralladus en ur gavenn galvezadel a venner derc'hel skaret ar speurioù anezhi, sl. : peurleuniañ ar gavenn devoudet gant ar c'hernezglenañ (sl. apicolyse, obturation 2 ).
Peurleuniañ ul lerc'hwezad gant stlennadoù anlaz, hep ken pal met reiñ dezhañ ur vent lavaret, unvan gant lerc'hwezadoù all.
Sl. [2.bourrage]