Kleñved revdredizhus (gwenerel) diwar ar gonokok (Neisseria gonorrhoea), oc'h erzerc'hañ gant ar gwaz dre danijenn ar c'han troazh (kantroazhfo gonokokel), gant ar vaouez dre danijenn ar c'hourzh, ar gouin pe ar grozh (kourzhfo, gouinfo, krozhfo gonokokel) ; tanijennoù heñvel treuzkaset ivez da geñver an darempredoù revel zo dezho da wezherioù kleñvedus Trichomonas, Candida, Chlamydia.
Demerâd ganedigel pe arzeuat (emdarzh pe daraezel) eus ar ferenn ; c'hoarvezout a ra eus dic'henezhadur ha koll boullded gwiennoù ar ferenn diwar daskemmadoù kennevidel ; alies e chom dianav arbenn ar ferennlug.