Preder
adaptation bactériennebacterial adaptationazasaat ar bakteri ― Geriadur ar vezekniezh

Daskemmad gant ar bakteri a-zalc'h ouzh daskemmadoù ar metoù.

BactériesBakteri ― Gerva an drevoniezh
bactériesbacterium l. : bacteriabakteri s. ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad rumm garvevion gougevret ouzh riezad ar Protisted, skourrad ar Skizomiket ; dezho ur graoñell hep koc'henn, gant ur c'hromozom hepken ; gouennañ a reont dre zaouhanteriñ eeun ; lies stumm ganto : pellennek (kok), kranennek (bazhilli), troellennek (spiroket, leptospir, treponem).

bactéries opportunistesopportunistic bacteriabakteri koulzataer, bakteri kevaraezet ― Geriadur ar vezekniezh

Bakteri saprofitek o vont da gleñvedus pa vlina difennoù ar gouziviad a roe bod direuz dezho.

bactériuriebacteriuria1 troazhvakteriegezh b. 2 troazhvec'h aa. bakteri ― Geriadur ar vezekniezh

1 Bezañs garvevion en troazh da ampoent an dioulañ. 2 Niver ar bakteri dre unanenn ec'honad troazh.

bactériurie significativesignificant bacteriuriatroazhvec'h bakteri arouezek ― Geriadur ar vezekniezh

Meizad darbennet gant aozerion 'zo : azonus e ve an droazhvakteriegezh d'ur poreadur er forzhioù troazhañ pa savfe an troazhvec'h bakteri dreist ur gwehin lavaret (105 hadenn dre mL) da geñver an dioulañ.

culture bactériennebacteria culturetiñvañ bakteri ― Geriadur ar vezekniezh

Lakaat bakteri da diñvañ in vitro, an darn vuiañ war veteier anvev, kimiek ; un nebeut kerentiadoù avat (Rickettsia, Chlamydia) hag ar viruz ne c'hellont neriñ nemet e-barzh kelligoù bev.

résistance bactérienne aux antibiotiques ◊ ◊ harzusted ar bakteri ouzh ar bevastalerioù, bevastalharzusted bakteriel ― Geriadur ar vezekniezh

Perzh ar bakteri da badout ouzh ar bevastalerioù, a c'hell bezañ enganet (pe naturel) pe arzeuat diwar hirziastok. En degouezh diwezhañ-se e tisoc'h eus daskemm trumm, a-zarvoud, un hanrann gromozom bakteriel (dargenañ). An dargened harzus diwanet evel-se a yelo war neriñ, tra ma steuzio ar bakteri kizidik ouzh ar bevastalerioù dindan wered ar mezegadur (diuzadur). Kel zo eus harzusted kromozomel : daskemmet eo ar vukenn a veze tizhet betek henn gant ar bevastaler. — Un eil doare harzusted, paotoc'h hiziv an deiz (70 % eus an degouezhioù), a vez graet harzusted plasmidel pe harzusted treuzkasadus (Ochiai hag Akika, 1960) anezhañ, pa vez treuzkaset eus ur bakteri d'unan all an harzusted ouzh ar bevastalerioù gant plasmidoù 'zo, plamidoù an harzusted. — Un trede gwikefre zo : leiadur hedreuzded ar bakteri ouzh ar bevastalerioù. (sl. plasmide, facteur R).

souche bactériennestrain of bacteriumskod g. bakteri ― Geriadur ar vezekniezh

Kludad garvevion evodet eus an un elfenn dastumet war ur c'hlañvour, lakaet da neriñ dre azhadadoù lerc'h-ouzh-lerc'h war meteier tiñvañ kevarall.