1 O skoilhañ an adrenvuzerioù b dre o ezniñvañ ouzh gwered an adrenalin hag an izoprenalin. 2 Danvezenn vetadolc'her ; perzh pennañ ar betadolc'herioù eo leiaat labour ha bevezadur oksigen ar c'haher kalon ; an darn vuiañ anezho zo bronkezstrishaus ; renkañ a reer ar betadolc'herioù hervez m'o deus a) ur gwered tolc'her digen (sotalol, tomolol), pe ma piaouont ivez ur perzh b) aroustaler kennenn (propanolol), pe c) kalondiuzel, b1-dolc'her, eleze o werediñ war ar buzerioù b1 hepken (atenolol, metoprolol), pe d) betafraouaer enien (pindolol), pe e) ouzhpenn unan eus an tri ferzh-mañ diwezhañ (an tri : akebutolol), pe c'hoazh f ) perzhioù alfa- ha betadolc'her war un dro (labetalol) ; arveret e vez ar betadolc'herioù er galonouriezh da brederiañ ar skorted kurunerel hag an uswask talmerel.
Globulin bezant, anniñvek, er plasma hag er gwadveiz ; enniñvet e vez e diastok gorreennoù estren d'ar reizhiad wadgwazhiedel reol ha, gant an tromboplastinogen, ez a da furmiñ an tromboplastin ; arbenn an hemofiliezh B eo an diouer anezhañ.
Unan eus hanteradoù dourennel an hangae kelligel borc'het gant al limfokit toazonamplegat ; distrujañ a ra ar c'helligoù a vez o keraezañ, hag int douger pe get d'an antigen ez eo bet kizidikaet outañ al limfokit.
Korvez ar gwagennoù empennvarrwezadel a 'n oadour dihun, serr e zaoulagad, o c'hoarvezout eus ar gwagennoù bihanheled gant an talm etre 18 ha 35 Hz. Muiek eo e rannbarzhioù tal an empenn.