Reñver dour ha natriom er bevedeg.
Furm darfell savelet gant Breuer ha Freud e 1894-1895 e kemm ouzh an div furm all, an darfell hipnoidel hag an darfell difenn. Merket eo gant an devoud ne c’hell ket kantaezadoù ’zo, dre berzh amveziadoù diavaez dilañsus pergen, bezañ dianerwezhiet. Deskrivus kentoc’h eget displegus, e voe keal an azdalc’h dilezet a-barzh pell gant Freud goude m’en devoe dizoloet edo bepred an difenn e devoud an azdalc’h.
Teskad an anadennoù devoudet gant azdalc'h an dour hag an holen, anezho ensiladur hollek ar gwiadoù (gouliñvoù trobarzh), strafuilhoù analadel (gouliñv ar c'harloc'henn hag ar skevent, bruskdourad), direizhoù koazhadel (c'hweladoù, darc'hoal), tizhadoù nervel (klopennad, eklampsiezh, koma), azoniad a stader el lounezhadoù lemm ha henek pergen (sl. hyperhydrata-tion extracellulaire : syndrome d'∼ ).
Hogennadur un danvezenn sonnel, liñvel pe aezhel er ganol amkanet d'he c'harzhañ, en dastumva he endalc'h ent naturel pe el limf o c'hronnañ ar gwiadoù. An danvezennoù azdalc'het evel-se a ampar un dañjer, pe dre berzh o ec'honad, pe dre berzh ar pistriadur devoudet ganto.
Hogennadur bestl er gellenn vestl, devoudet gant ur skoilh war ar forzhioù degorzhañ.
Azdalc'h an ion Cl- er bevedeg e dianlen ul leiadur eus o ezvevennidigezh gant al lounezhi.
Dic'halluster da ec'hodiñ troazh (troazhodiñ, dioulañ), tra ma kendalc'h al lounezhi da vorc'hañ troazh ent vonan, diwar ur skoilh treloc'hel pe un tanijennadur sezet er forzhioù troazhañ.
La retenue de bôme est une manœuvre volante que l'on installe au vent arrière, par mer formée, entre l'avant du bateau et le bout de la bôme, pour empêcher celle-ci de passer vivement d'un bord sur l'autre.
An heud zo ur siblenn lemlaka a staler, en avel a-dreñv ha mor stummet, etre fri ar vag ha beg ar gwibl, evit herzel ouzh hemañ a dremen trumm a vourzh da vourzh.