Hentenn andalañ ar gempadusted kelligel etre roer ha roadour un imboud ; ober a reer da limfokit ar roadour keraezañ un diñvadenn fibroblast eus ar roer ha, goude 48 h, dre eriñvañ ar fibroblast ez anavezer kelligpistriusted al limfokit en o c'heñver.
Prouad amkanet da andalañ perzh ur c'horwered pe evit savelañ bezañs un usvorc'hañ pe, mar bez prouet an usvorc'hañ, evit spizañ ar wikefre anezhañ (pa ouzer, da skouer, ne vez ket astaladus an usvorc'hadoù yoc'hennien) (sl. épreuves fonctionnelles surrénales).