Rouestladoù goulerc'hat d'ar poreadur gant ur retroviruz eus an iskerentiad Lentivirus, ar VIHAD (viruz an hangaezivig arzeuat denel, Gl. virus de l'immunodéficience acquise humaine, HIV, VIH, Sz. human immunodefi-ciency virus, HIV), oc'h enteiñ dre geraez glaourgennel pe drewanel, treuzkaset dre an darempredoù revel, ar gwad, ar sankadennoù pe gant ar vamm d'ar bugel (e-kerz ar vec'hiegi, ar gwilioud pe al laezhañ) ; dre boreañ ha distrujañ al limfokit T harper (sl. cellules T auxiliaires) T4 pe CD4, e tevoud isniver al limfokit ha divig an hangae kelligel, dre se e laka da zinodiñ poreadurioù koulzataer grevus ha kankroù ; bez' e vez un entremez hir pe hiroc'h (10 bloavezh ent keitat) etre an tredizhañ hag an ampoent ma tiskenn feur al limfokit T CD4 dindan ar gwehin a 200/mm³ gwad ha ma krog erzerc'hadoù eilvedel an hangaezivig da anadiñ — an haza ent strizh eo ; e 1993 e voe savet ur reizhiad rummañ erzerc'hadoù klinikel ar poreadur dre VIHAD : rummad A : kentporead azoniek, poread diazon, c'hwarrenn hollek trebadek ; rummad B : angiomatoz bazhellel, miwe gouzoug ar grozh, terzhienn 38,5°C pe darc'hoal e-doug ouzhpenn miz, kandidiaz adfeilhus ar genoù, ar c'hargadenn pe ar gouin, senkl arreadek pe aloubus, leukoplaziezh kreoñek an teod, purpura olpladanel hennadek, korzennfo gant pugnezioù, nervennaoued trobarzhel, h.a. ; rummad C (darbennet evel despizadur haza an oadour) : kandidiaz ar bronkez, ar vriant, ar skevent, an treizher, kankr aloubus gouzoug ar grozh, kriptosporidioz ar pervez e-doug ouzhpenn miz, poread dre CMV (kitomegaloviruz) al luc'hsae ha dallder, poreadoù dre CMV a lec'hiadurioù all, poread dre empennaoued dre VIHAD, eror strewek : angreizhoù henek er skevent hag en treizher, sarkom Kaposi, limfom immunoblastek, poread dre vikobakteri strewek skeventel pe ezskeventel, skeventfo bakteriel arreadek dre Pneumocystis carinii, gwennempennaoued liesannon argammedek, gwadlestegezh arreadek dre Salmonella, toksoplasmoz en empenn, fallezh a 'r VIHAD ; viruz an haza a ra d'ar bevedeg parañ antikorfoù na spiront ket d'e neptuiñ ; ar vezañs anezho a lakaer war wel dre ar gwadveizprouad, alese an termenoù gwadveizyaek, gwadveiznac'hek (Gl. séropositif, séronégatif) arveret da aroueziñ ar c'houziviaded hervez ma tinoer pe get antikorfoù VIHAD en o gwad ; evit c'hoazh ne bareer ket an haza, gevennañ ne reer ken an dedro anezhañ dre ziounit enepviruzeier (triyac'hadur), hangaearoulevieroù, bevastalerioù, mitozastalerioù ; e diouer ur prederiadur pareañ, ez arbouezer an diarbennoù ergurañ : stummañ ar c'hoskor arouelañ, koulzadoù stlennañ dre ar mediaoù ; amkan pennañ an imbourc'hioù hiziv e chom kevrikaat ar vaksin enephaza.
Kleñved dec'hanet goude ar frouezhigiñ, pe e-kerz an enkrozhvezh (rizhellnaouedoù ha krouellnaouedoù), pe goude ar c'hanedigezh ; termen kevenep da kleñvedoù hêrezhel pe hilel (sl. embryopathie, foetopathie, mala-die congénitale, maladie génétique, maladie héréditaire).
Anaez berrbad, kuradus, naouus dre un erwezh miotonek ha glazoù o tarvezout goude strivoù hirbad.
Digresk kizidigezh ur gwiad ouzh ar skinoù X da heul ardizhadoù arreat ha hirbad gant doenadoù war gresk.
Azoniad an hangaezivig arzeuat : leiadur an difennoù hangae, dianlen da zistruj al limfokit T4 gant viruz an hangaezivig arzeuat denel (VIHAD), retroviruz eus kerentiad al lentiviruz. Al limfokit T4 zo amplegat da azvedigezh rummennoù all a limfokit T ha d'an darn vuiañ eus al limfokit B, lec'h parañ an antikorfoù. Pa vez gougorzhet an difennoù hangae, da-geñver ar poreoù, ez a al limfokit T4 e brasoc'h ardizh ar VIHAD. An ishangae o c'hoarvezout da heul a ro tro da boreoù all, alese an anv a roer d'ar re-mañ a gleñvedoù koulzataer. Tredizh an HAZA a vez graet dre ar sper, ar gwad, al laezh. Ar viruz VIHAD a ra d'ar bevedeg parañ antikorfoù na spiront ket da neptuiñ ar viruz. Bezañs an antikorfoù-se a lakaer war wel diwar-bouez prouadoù diournat ; met n'eus araez ebet c'hoazh evit dinoiñ bezañs ar viruz en ur bevedeg. Ar gouziviad a zizoloer an antikorfoù VIHAD en e wadveiz a lavarer ez eo gwadveizyaek ; pa vez kuit a antikorfoù, ez eo gwadveiznac'hek.