Preder
borrélioses, spirochétoses récurrentes, fièvres récurrentesrelapsing fever, recurrent fever, spirillum feverborreliozoù l. (g.), spiroketozioù l. (g.) arreadek, terzhiennoù l. (b.) arreadek ― Geriadur ar vezekniezh

Poreoù broreuziat, darreuziat pe skignek naouus dre brantadoù terzhienn ha diderzhienn pebeilat, a zo o gwezherioù gouennadoù Borrelia treuzkaset gant artropod (laou ha teureug).

cholestase récurrente bénignebenign familial recurrent cholestasisbestlanred arreadek kuñv ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez dibaot o tarvezout adalek ar vugeliezh hag o tizhout ar baotred dreist holl, dianav e orin ha kuñv e zedro, naouus dre resmiadoù arreat a vestlanred enavuel ikterek.

fièvre récurrenterelapsing fever, recurrent feverterzhienn arreadek ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad rumm poreoù naouus dre varroù terzhienn arreat devoudet gant spiroket (Borrelia), trezouget gant artropod (laou pe tarlask) : t. a. bedvroat (Gl.  f. r. cosmopolite, Sz.  European relapsing fever) pore tredizhus ha darreuziat, diwar Borrelia recurrentis, treuzkaset d'an den dre ziouladoù al laou pe al louezaeed, naouus dre ur grommenn derzhienn dibarek : goude ur barr gwrester uhel o padout etre 5 ha 7 devezh, deraouet hag echuet trumm hag ur prantad diderzhienn o padout keit all, e tarvez un eil barr heñvel ouzh an hini kentañ, heuliet gant ar pare ; ar furmoù all, t. a. skignek pe broreuziat (Gl.  f. r. sporadiques, Sz.  endemic relapsing fever) a vez trezouget gant an tarlask : t. a. spagnat pe spagnat-afrikat (Gl.  f. r. espagnole pe hispano-africaine), diwar Borrelia hispanica, enkoret gant tarlask (Ornithodoros erraticus), mirva an hadenn o vezañ krignered (heureuchin) ; t. a. skignek ar Stadoù-Unanet (Gl.  f. r. sporadique des États-Unis) seurtad kuñv diwar Borrelia turicatae, trezouget gant tarlask, Ornithodoros turicata ; t. a. Suamerika (Gl.  f. r. d'Amérique du Sud), diwar Borrelia venezuelensis, trezouget gant Ornithodoros venezuelensis ; t. a. aziat pe persiat, seurtad grevus diwar Borrelia persica, trezouget gant Ornithodoros papillipes.

périodiqueperiodic1 trovezhiek aa. 2 arreadek aa., mareadek aa. ― Geriadur ar vezekniezh

1 A-zivout un anadenn o tarvezout e rezh erzerc'hadennoù unrezh kenheuilh, etrezo ur padvezh arstalek. 2 O toareañ un darvoud o tistreiñ ingal.

NOTENN : Ent strizh e tere Gl.  périodique, Sz.  periodic, Br.  trovezhiek ouzh an anadennoù alvezel. Astennet emañ an arver anezho d'an anadennoù bevedel ha bredel arreat, war-bouez ur prizadur arnesadek eus o doare erzerc'hañ. Br.  mareadek a dalvez dreist holl evit devoudoù ar gedvuhez.

récurrentarreat ; arreadek ― Geriadur an armerzh
  • charges récurrents kargoù arreadek
  • (math., informatique) darreat, darreadek.
récurrentrecurrent1 kilreder aa. 2 arreadek aa., arreat aa. ― Geriadur ar vezekniezh

1 A zistro war-gil pe d'e orin. 2 A erzerc'h, a zarvez en-dro da heul spanaennoù.

vomissements acétoniques, périodiques ou cycliquescyclic vomitingc'hweladoù aketonek kelc'htroek pe arreadek ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad, familhel a - wechoù, o teraouiñ trumm, arsellet gant ar vugale, o yec'hed o hañvalout bezañ mat, gant un derzhienn ha c'hweladoù. Bez' ez eus un angougemer klok ouzh al liñvennoù hag ar sonnennoù, a bad eus daou da eizh devezh. C'hwezh treñk zo gant an anal, heñvel ouzh hini ar c'hloroform hag an aketon, uhel eo ar c'hetonwadvec'h ha korfoù ketonek zo en troazh. Gant ar c'hweladoù-se e vez alies klopennadoù, kefroù hag ur mantr bras. An daolenn glinikel-se, heñvel ouzh hini ar pilhonfo, a baouez a-daol trumm ha pep tra a zistro en o reizh etre daou benn an deiz.