Preder
Brudzinski : signes de ∼Brudzinski's signsarouezioù l. (b.) Brudzinski ― Geriadur ar vezekniezh

Kefleuñvadoù evit lakaat war wel ar reuted a-bilhon, azon ur pilhonfo alivenn, dre araez an astenn gouzañvat eus ar c'higennoù lez-livenn : 1) damoug a-eiltu (Gl.  réflexe controlatéral) : plegañ a-nerzh ar c'har hag ar vorzhed en un tu a zevoud ur fiñval en ezel all, pe plegañ (damoug kenlank, Gl.  réflexe identique), pe astenn (damoug ginlank, Gl.  réflexe réciproque) ; 2) arouez an askil (Gl.  signe de la nuque) : plegañ gouzañvat an askil warraok a zevoud ar plegañ en izili traoñ.

Cabrera : signes de ∼Cabrera's signsarouezioù Cabrera ― Geriadur ar vezekniezh

Arouezioù kalonvarrwezadel eus angwazhiad ar c'haher kalon o sezañ e diaraog an dilhenn, kevret gant un tolc'had barr kleiz : 1) bezañ s ur c'hrog 0,05 s pad da nebeutañ war vann-sevel ar wagenn S e V3 ha V4, 2) bezañ s ur wagenn r e V₁.

caractères sexuelssex charactersarouezioù l. (b.) revel ― Geriadur ar vezekniezh

Naouusterioù hervez ar rev ; kemm a lakaer etre ar c'hentarouezioù revel (an organoù revel) hag an eilarouezioù revel, neuziadurel, bevedourel, bredel.

Gosselin : signes de ∼ ◊ ◊ arouezioù Gosselin ― Geriadur ar vezekniezh

Arouez o kevaraezañ diforc'hiñ ul lipom diouzh ur pugnez yen : ur sac'had skorn pe un difruadur eter o yenaat ar yoc'henn a galeta al lipom ha ne gemm ket kantalc'h ar pugnez. 2  Arouez ameeun torr al lestr : pelladur helc'het ar vorzhed en tu klañv a zevoud ul laur lemm e par an torr 3  Arouez an troad plat ezkamm laurus : pa hejer ar c'har ne volod ket an troad aet diloc'hek gant an dargrezañ 4  Arouez kankr ar glidenn : bezañs, dinodet dre an teuta, eus ul lavnenn dourvozhell dirak ar yoc'henn.

Hoffmann : réflexes ou signes de ∼Hoffmann's signsarouezioù Hoffman ― Geriadur ar vezekniezh

1 Anadenn a-geñver gant broudadusted vras an nervennoù en detaniezh : awalc'h eo kiziata nervennoù an tiriadoù kroc'hen kammeraezek evit delankañ andagoù. 2 Damoug plegañ an holl vizied diwar giziata skañv pe piñsañ bouedenn oeñs pellek ur biz dambleget, a erzerc'hafe un tizhadur eus ar stirad pikernennek. 3 Hentenn erc'hwiliañ un nervenn drobarzh dre studi erwezh ur gigenn ouzh ur steudad tredansakoù treuzkaset dre he nervenn loc'hañ.

Kocher : signes de ∼Kocher's signsarouezioù l. (b.) Kocher ― Geriadur ar vezekniezh

Arouezioù ar skoedusvorc'hegezh : 1) didennañ reñverek ar valvenn da geñver ar strivoù da steudañ ar sell ; 2) pa zurc'ha ar gouziviad e selloù war grec'h, e sav ar valvenn buanoc'h eget al lagad.

Larrey : signes de ∼Larrey's signsarouezioù Larrey ― Geriadur ar vezekniezh

1 Laur kriz e par ar juntad kroazell-klun gant gouziviaded al lezkroazellost pa azezont trumm war un dalenn galet. 2 Arouez ameeun torr al lestr : dre skarat an eskell klun e tec'haner laur e par al linennoù torr.

Laugier : signes de ∼ ◊ ◊ arouezioù Laugier ― Geriadur ar vezekniezh

1 (Sz.  Laugier's sign) arouez oc'h erzerc'haat an torr eus penn izelañ ar werzhid, anezhi askennad stilhon an kez askorn betek dont a-live, a-us zoken, da stilhon an helmo. 2 Arouez eus torr endan-benn pe treuz-gouzoug an askorn morzhed : e pleg ar varlenn ez anad ur c'hoeñvadur bihan ferv pe galet, diwar valirad an tamm diavaez. 3 Diver gwad dre ar skouarn pa vez torret ar garregenn. 4 Arouez antreizh ar vouzellenn voan : gloen kantet e rannbarzh ar begel, hep astenn d'an daoustlez.

règle des signesreolenn an arouezioù. ― Geriadur ar jedoniezh
signes typographiques extralittérauxamlizherennel : arouezioù – ― Gerva an brederouriezh
soulier : signes du ∼ ◊ ◊ arouezioù ar votez ― Geriadur ar vezekniezh

1 E degouezhioù a arzfo henek eus al lez gant dic'halluster da blegañ, ar c'hlañvour, evit lakaat e votez, eeun e lez, a rank kas e droad war ziadreñv ha war grec'h. 2 E degouezh a zivilhennfo henek, plegañ ar c'horf war raok ret evit lasañ ar botoù a zevoud ul laur e poull ar glun dehou (argrezad ar gigenn a-loan).

tableau de signestaolenn arouezioù ― Geriadur ar jedoniezh
tiroir : signes du ∼ ◊ ◊ arouezioù l. (b.) an diretenn ― Geriadur ar vezekniezh

1 Arouez gaougenvell gouzoug an askorn morzhed : war ar gloazed en e goazez e c'haller devoudañ ur fiñv monedone dre sachañ war ar vorzhed ha dre he advountañ. 2 Arouez rog stagelloù e kroaz ar glin : hennezh o vezañ pleget, e c'haller goulankañ da dalpenn ar skin finvoù araok-adreñv ezreol, e-keñver arskodennoù an askorn morzhed.

Trendelenburg : signes de ∼Trendelenburg's signsarouezioù l. (b.) Trendelenburg ― Geriadur ar vezekniezh

1 sl. Trendelenburg : manoeuvre de . 2 Arouez a zisvellad ganedigel al lez : e-doug ar c'herzhed, da vare an emharpañ war an ezel disvellet, e tislec'h ar gouzrec'h e zivskoaz etrezek an tu klañv, alese ur “c'hlefiñ a 'r skoaz” naouus. 3 Arouez a zisvellad ganedigel a 'l lez stabilaet : war c'harig kamm war an tu klañv ez arseller ur stou eus al lestr, izelaet diouzh an tu yac'h, tra ma chom ar c'hef a-blom ha linenn an divskoaz a-zremm. 4 Ar gouzrec'h o vezañ en e sav war ur c'har, al lestr a sav ent reol a-eiltu. Mar diskenn ez eo an arouez-se un azon eus un dinerzhded eus kigenn grenn ar peñs.

Verneuil : signes de ∼ ◊ ◊ arouezioù l. (b.) Verneuil ― Geriadur ar vezekniezh

1 Arouez ameeun torr al lestr : pouezañ skañv war an div gribenn glun en ur ser, o luskañ ur c'hendostadur anezho, a zevoud ul laur e par al linennoù torr. — 2 arouez torr an eskern kreizdorn : disvountañ a ziaraok da ziadreñv ar biz keñverek a zevoud ul laur grizias e par al linenn dorr.